Mois du breton | Mizvezh ar brezhoneg 2023
3 March 2023
58 secondes de lecture
Distroet eo Mizvezh ar brezhoneg gant ouzhpenn 300 a abadennoù ha darvoudoù liammet gant ar brezhoneg bet enskrivet er programm ! E-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg 2023 e vo digoret dorioù ar skolioù dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn dreist-holl.
Darvoudoù liesseurt a yay d’ober programm 7vet koulzad Mizvezh ar brezhoneg e 2023. Pep lec’h e Breizh e vo tu da gaout plijadur e-leizh gant pinvidigezh, startijenn ha modernelezh ar brezhoneg gant ouzhpenn 300 a zarvoudoù hag abadennoù.
Bannañ filmoù faltazi ha teulfilmoù, nozvezhioù c’hoarioù a-stroll, atalieroù keginañ, gwerzh levrioù, klask teñzorioù… Evit pep blaz hag evit pep oad !
Da notenniñ : e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg e vo digoret ivez dorioù ar skolioù dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn. Titouroù enlinenn.
Ar programm a-bezh :
- War bretagne.bzh : www.bretagne.bzh/moisbreton (e galleg) ha www.bretagne.bzh/mizbrezhoneg (e brezhoneg)
- War Twitter dre ar ger-klik #MizBzh
18 Emglev-bro ouzh ar stern
Strollañ a ra an Emglevioù-bro, war un tiriad termenet mat, kevredigezhioù ha kevreadoù hag a labour evit diorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Labourat a reont war dachenn ar c’helenn hag ar stummañ evit an dud deuet, ar c’hrouiñ sevenadurel, an dudi evit ar re yaouank pe ar sport. Soñjal a ra d’ar Rannvro ez eo an Emglevioù ar frammoù azas evit reiñ an tu d’ar muiañ ar gwellañ a dud da gemer perzh e pep tiriad hag evit kinnig war un dro obererezhioù poellek ha tost ouzh an dud. Triwec’h Emglev-bro a gemer perzh e 7vet Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (An Alre), Sked (Brest), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Goueloù (Kawan), Tud Bro Konk (Konk-Kerne), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Bro-Leon (Lesneven), Emglev Bro an Oriant (An Oriant), KLT (Montroulez), Yezhoù ha Sevenadur (Naoned), Ti ar Vro bro Pondi (Pondi), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn Ti ar vro / L’Ôtè (Sant-Brieg) hag Emglev Bro Gwened (Gwened).
Partager :