Aller au contenu

Muioc’h a glasoù mor hag a glasoù natur evit ar Vretoned yaouank !

Goulennit hor PASS klasoù mor ha PASS klasoù natur ha bevliesseurted ! Skoazellañ a reomp, a-hed ar bloaz, an aozadurioù a ra war-dro chomadennoù dizoleiñ evit ar vugale hag ar grennarded a zo o vevañ e Breizh.

  • 30
    an devezh dre vugel evit ar chomadennoù dalc’het a-raok fin miz Ebrel 2022

Kreñvaat ar PASS klasoù mor (a zo lakaet 370 000 € evitañ), krouiñ ar PASS natur ha bevliesseurted (a zo lakaet 150 000 € evitañ evit kregiñ ganti) : fellout a ra deomp skoazellañ ar c’hreizennoù a vez aozet chomadennoù ganto evit lakaat ar muiañ a vugale hag a grennarded eus Breizh da gemer perzh er c’hlasoù dizoleiñ-se. Gant ar skoazell nevez-se e sikouromp paeañ an treuzdougen, al lojeiz, ar boued hag an obererezhioù. Abalamour da adreiñ lañs buan d’ar chomadennoù a oa bet paouezet ganto gant an enkadenn yec’hedel e kinniger, en un doare dreistordinal, reiñ 30€ bemdez dre vugel evit ar chomadennoù a vo dalc’het a-raok fin miz Ebrel 2022.

Ar PASS Klasoù mor

E Breizh eo e oa bet lañset ar c’hlasoù mor er bloavezhioù 60. Un tregont kreizenn verdeiñ bennak gant un herberc’h zo enni (3 000 plas) ha daoust da se e vez nebeutoc’h eget 10% eus ar Vretoned yaouank o vont e klasoù mor gant o skol (etre 12 ha 13 000 bep bloaz). Tro a vez, e-kerzh ar chomadennoù-se, d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar mor hag ar vevliesseurted a zo ennañ, en hor rannvro a zo merket gant ar mor, rak-se hor boa krouet ar PASS Klasoù mor e 2020 ha tric’hementet eo bet ar sammad arc’hant gouestlet dezhañ e 2021.

Gant ar PASS Klasoù mor e vez skoazellet :

  • Ar chomadennoù klasoù mor « klasel » a vez aozet gant ar skolioù pe kevredigezhioù, enno obererezhioù evit anaout gwelloc’h metoù ar mor pe ar sevenadur liammet ouzh ar mor
  • Ar c’hlasoù mor aozet gant strollegezhioù pe kevredigezhioù evit ar re yaouank a c’hall resev ar skoazell sokial d’ar vugale (ASE) pe ar re yaouank nammet, ha skoazellet gant frammoù mezegel-ha-sokial.

Fichenn bleustrek ar PASS klasoù mor

Ar PASS Klasoù natur ha bevliesseurted

Hiziv an deiz e rank an holl dud bezañ prederiet gant gwarez an endro ha n’eus ket par d’ar c’hlasoù natur evit ober d’ar vugale kompren an dra-se. N’eus ket pell zo hon eus krouet ar PASS Natur ha Bevliesseurted evit lakaat muioc’h a dud yaouank eus Breizh d’ober o mad eus ar mareoù-se ma vez sachet o evezh war an endro, ma vezont lakaet d’anaout anezhañ gwelloc’h.

Gant ar PASS Natur ha Bevliesseurted e vez skoazellet ar c’hlasoù natur aozet gant ar skolioù pe kevredigezhioù, enno obererezhioù anaout gwelloc’h ar meteier naturel hag ar spesadoù gant oberoù desavadurel pe gant implij ar skiantoù santout.

Fichenn bleustrek ar PASS natur ha bevliesseurted

En pratique

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter