Neveziñ gant an tiriadoù : 5 emgav evit ur font a-skiant-vat
14 January 2021
1 minute de lecture
N’haller ket krouiñ labour-douar nevez ha koulskoude ez eont buanoc’h-buan war zigreskiñ e Breizh. Ha ma vefe kenlodennet an ostilhoù hag ar skiant-prenet etrezomp evit merañ ar font en un doare fur ? Programmet ez eus pemp emgav evit ar strollegezhioù hag an dougerien raktresoù. Evit kregiñ ganti ez eus dalc’het un emgav kentañ enlinenn diwar-benn ar font e-keñver strategiezh an diorren padus en un tiriad.
Penaos termeniñ ur strategiezh evit ar font e servij un tiriad ?
Degemer annezidi nevez, diorren an implij, an obererezhioù hag ar servijoù… : ret eo ober gant ar font evit kement tra a venner ober, met n’haller ket kemer an danvez-se da viken. Dav eo gouzout emañ Breizh en 3e plas evit a sell ouzh ar rannvroioù lec’h ma vez lamet ar muiañ a dachennoù labour-douar (hervez sifroù Agreste). Penaos termeniñ ur strategiezh evit ar font hag a c’hallfed ganti, just a-walc’h, merañ ha mestroniañ an danvez a-fet tachennoù douar war hir amzer, e servij ur raktres tiriadel padus ? E-kerzh an emgav kentañ ez eus bet degaset respontoù ha klevet testenioù a-berzh meur a strollegezh.
Obererezhioù : Traoñ an Il-Elvinieg, Gwipedel, ar Sent
Tri foent pennañ zo bet kaoz anezho dre dri obererezh gant strollegezhioù.
- Penaos sevel ur politikerezh etrekumunel evit ar font evit un diorren kempouez eus an tiriad ? Diskouezet ez eus gant kumuniezh-kumunioù Traoñ an Il-Elvinieg ez eo talvoudus kaout ur politikerezh etrekumunel hollek ha kempoell ha komzet ez eus dreist-holl eus ar steuñv kêraozañ etrekumunel (PLUi), eus delc’her gant al labour-douar…
- Emellout er font prevez ? Adkempenn un dachenn evel ma’z eus graet e kumun Gwipedel, a laka ac’hanomp d’en em soñjal war ar vetodologiezh hag an ostilhoù d’ober ganto : kenemglevioù gant ensavadur publik ar font evit Breizh, ar steuñv kêraozañ lec’hel, lakaat tachenn ar c’hêrioù d’en em astenn an nebeutañ ar gwellañ, kenlodennañ ar post kêraozer…
- Ar font evel benveg evit reiñ lañs adarre da greiz ar bourk er Sent. Aet e oa ar maout gant ar gumun-se da-geñver ar galv da raktresoù rannvroel evit reiñ lañs adarre da greiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù, ha kaoz ez eus bet ganti neuze eus pouez ar font en he raktres adkempenn hollek, ar skoilhoù liammet ouzh ar font, ar pezh a oa e dalc’h evit, war un dro, klotañ gant goulennoù an dud ha dismantrañ an nebeutañ ar gwellañ a dachennoù douar.
pemp emgav er programm
Aozet eo ar programm emgavioù-mañ, « Neveziñ gant an tiriadoù evit ur font a-skiant-vat », gant pevar aozadur – ar Stad, Rannvro Breizh, Ensavadur publik ar font evit Breizh, Bank an tiriadoù – e servij strollegezhioù Breizh. Hor pal eo broudañ tiriadoù all da lañsañ oberoù evit gwareziñ ha merañ ar font en ur mod padus ha da ziskouez skouerioù d’ar strollegezhioù a fell dezho mont war an tu-se.
- Miz Kerzu 2020 – Peseurt strategiezh war ar font evit kas raktresoù ma respetad da benn ?
- Miz C’hwevrer 2021 – Adimplijout ar font hag ober e vad eus an danvez treuzfurmiñ a zo ennañ
- Miz Meurzh 2021 – Penaos kregiñ ganti ?
- Mizioù Ebrel, Mae pe Mezheven 2021 – Merañ ar font a-skiant-vat evit diorren an ekonomiezh
- Mizioù Ebrel, Mae pe Mezheven 2021 – Peseurt lojeiz evit peseurt ezhommoù ? Sevel lojeiz anez astenn ar c’hêrioù, adimplijout an tachennoù hag ar savadurioù evit sevel lojeiz padusoc’h
Ar programm klok a c’haller pellgargañ e traoñ ar bajenn
En pratique
Documents
Partager :