Ouzhpenn 80 keginer el liseoù bet stummet gant mistri-geginerien steredennet !
30 July 2024
2 minutes de lecture
Servijout a reont betek 1200 pred bemdez ! Un taol-kaer pemdeziek eo evit ar geginerien-se, a labour e-barzh ar 116 lise eus Breizh, ha chañs o deus bet o keginañ asambles gant daou geginer steredennet e-pad un devezh a-bezh ! An digarez e oa da zeskiñ troioù-micher nevez, ha dreist-holl rekipeoù vejetarian abalamour ma vez muioc’h-mui a liseidi gant ar reol-voued-se.

-
9Ma bredoù, bep bloaz, arc’hantaouet evit 70% gant ar Rannvro.
-
53 00053 000 den maget ha servijet bemdez da greisteiz e 96 kantin emservij.
-
33.1%eus ar produioù zo labelaet, ha 21,1% anezho zo bio
Un deiz digustum un tamm e oa bet. Birvilh a oa ken e oa d’an 12 a viz Mezheven er Greizenn geginañ a vremañ, e Roazhon, pa oa bet degemeret ur skipailh ennañ ouzhpenn 80 keginer kustum da labourat e pretioù stroll al liseoù. Pal an devezh-se : sachañ evezh ha stummañ ar vistri-geginerien, hag a labour e kantin al liseoù e Breizh, war ar vezhuroniezh, boued ar grennarded, ar faltazi hag an dalc’husted er c’heginañ met ivez evit broudañ anezho da fardañ boued « en ti », gant boued fresk, eus ar vro hag eus ar mare-bloaz, hag evit stourm a-enep ar foraniñ boued.
Abadennoù diskouez, tañva ha fardañ en ti !
E programm an devezh : daou atalier lusket gant Nicolas Carro (mestr-keginer steredennet e L’Hôtel de Carantec) hag Andrée Rosier, gwellañ oberourez Frañs e 2007 ha mestrez-keginerez steredennet er preti Les Rosiers e Biarritz. Ar geginerien o doa bet tro ivez da welet abadennoù diskouez ha tañva.
En images




Engouestlet eo ar Rannvro evit difenn an debriñ mat.
An oberoù evit difenn an debriñ mat zo labourioù priorek evit ar Rannvro. Da skouer e aozomp bep daou vloaz Klaoustre ar geginerien, ur genstrivadeg daouadoù keginerien evit lakaat micherioù ar pretioù stroll er skolioù war wel. Un ober all : al label Ensavadur Bio Engouestlet a vez roet d’ar skipailhoù a implij ouzhpenn
22% a broduioù bio en o c’hegin. Betek-henn eo bet roet al label-se da 11 lise ha roet e vo da 10 lise all e 2024.
👉 Hol labourioù evit difenn an Debriñ mat e Breizh
Partager :