Podskignad : digorit frank ho tivskouarn en Inizi ar C’huzh-heol !
20 May 2022
1 minute de lecture
Ar wech kentañ ez eus eus an « Trofe BPGO – War hent Inizi ar C’huzh-heol » a laka ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant Inizi ar C’huzh-heol gant ur pemzek podskignad bennak. Digorit frank ho tivskouarn ha kit da greiz !
Kemerit tro eus ar redadeg nevez dre lien a-zaouioù e bourzh bigi Figaro aozet gant Ultim Sailing (eus ar 1añ d’ar 5 a viz Mae 2022) evit un achapadenn gaer e 13 enezenn diwar ar 15 a ya d’ober Inizi ar C’huzh-heol. A-hed un droiad 800 milmor dezhi (war-dro 1 300 km) hag a yay eus Konk-Kerne da Gonk-Kerne, en ur chom tost ouzh an aod peurliesañ, e tremeno an 13 bag war ar renk en holl inizi ar C’huzh-heol pe dost. Eus Kalzenez, e Mor Breizh, betek Enez Aix , e-kichen Fort Boyard e Charente-Maritime, en ur dremen dre Enez-Vaz, Eusa, Sun, Groe, ar Gêrveur hag Enez-Euz : ur rummad 13 podskignad, etre 4 ha 5 munut anezho, produet gant an ajañs 6e Sens. Mikrobreserezh, sevel loened el lanneier, fritur… : ur bern traoù ho po da welet war ampartiz an enezidi, kontet ganto o-unan.
Lodek omp en terkañ padus en Inizi ar C’huzh-heol ha keveler omp en Trofe BPGO – War hent Inizi ar C’huzh-heol.
Deiziataer ar redadeg
- 1añ a viz Mae 2022 : Loc’hañ eus Konk-Kerne
- 5 a viz Mae 2022 : Dibenn ar redadeg e Konk-Kerne
- 6 a viz Mae 2022 : Reiñ ar prizioù ha nozvezh ar gevelerien
- 6 ha 7 a viz Mae 2022 : Priz Meur
Pennad 1 : Denis Palluel a gomz deomp eus Inizi ar C’huzh-heol
Épisode 2 : l’île de Groix
Épisode 3 : Belle-Ile-en-Mer
Épisode 4 : l’île d’Aix
Épisode 5 : l’archipel des Glénan
Épisode 6 : l’association Inizi
Épisode 7 : l’île Chausay
Épisode 8 : l’île d’Hoedic
Épisode 9 : l’île de Houat
Épisode 10 : l’île d’Ouessant
Épisode 11 : l’île d’Yeu
Partager :