Aller au contenu

Ar splujadenn gentañ en ur glozenn evit « Under the pole III » !

Distro e oa splujerien an ergerzhadenn dindanvor « Under the pole III » eus o splujadenn gentañ e-pad 72 eur en ur glozenn a-ratozh, d’ar Yaou 3 a viz Here e Polinezia. Sellit ouzh web-teul o ergerzhadenn skiantel e teñvalijenn ar stradoù donañ…

Franck-Gazzola – Under The Pole

Mailhed eo ar c’houblad splujerien Ghislain hag Emmanuelle Bardout war ar splujañ en donderioù evit ar skiant hag int eo o deus roet lañs d’an avantur skiantel Under the pole. Tremenet e oa o zrede ergerzhadenn (sikouret gant Rannvro Breizh) en ur glozenn a-ratozh savet diwar batrom ar bed ijinet gant Jules Verne. O c’hefridi : sellet pizh ouzh ar vuhez dindanvor lec’h n’eo ket bet studiet nemeur betek-henn : emañ an takadoù teñval etre 30 ha 150 m donder.

Ur glozenn a-ratozh evit studiañ ar stradoù donañ

Kroget e oa bet gant an avantur d’an daoulamm er glozenn a oa bet staliet e Moorea etre bae Ōpūnohu ha bae Cook, er-maez d’ar gouraleg kloued : evit o splujadenn gentañ e oa bet ar splujerien e-pad tri devezh er granenn-se, 2 m hirder hag 1,5 m treuzkiz dezhi, pep a volz pleksi en daou benn anezhi evit gallout kaout ur gwel 360° war ar mor. Ne oa ket ret dezho doujañ d’ar pazennoù digenwaskañ etre -15 ha -35m donder, gant se e oant aet er-maez meur a wech bemdez abalamour da gregiñ da studiañ ekoreizhiad ar c’houraloù en donvor.

Gwelet ar gefridiezh klozenn (lodenn 1añ) 

Under The Pole a laka ac’hanomp da vevañ e gefridiezh Klozenn gant ur web-teul e meur a lodenn.

Rannvro Breizh a sikour an ergerzhadenn skiantel Under the pole

An ergerzhadenn skiantel Under the pole III

Etre 2017 ha 2020 e vo bet an ergerzhadenn Under the pole III (sikouret gant Rannvro Breizh) o vont eus an eil penn d’egile d’hor planedenn evit ur gefridiezh nevez : studiañ an takad teñval etre 30 ha 150 metr donder. Un avantur skiantel e bourzh ar oueletenn bolel « Why » a gas ar splujerien hag ar glozenn a-ratozh ma c’hallint studiañ strad ar mor e-pad meur a zevezh dindanvor ! Diwar se e vo embannet danevelloù skiantel savet gant ar glaskerien a zo e bourzh, ha lakaet ur web-teul enlinenn evit an holl, dezho da welet an ergerzhadenn a-zeiz-da-zeiz.

 

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ