Priziet eo bet Kuzul-rannvro Breizh ar re yaouank
28 Here 2024
2 vunut evit lenn
Enzo Pividori (al lise Feunteun an Doureier e Dinan) ha Romane Bilien (al lise Kerne e Kemper), hag a oa bet dilennet e Kuzul-rannvro Breizh ar yaouankizoù, a oa bet roet ar priz ANACEJ 2024 dezho d’al Lun 30 a viz Gwengolo, er rumm Keodedouriezh, evit o c’hoari stroll anvet « Sexpérience ».
Sexpérience a oa bet ijinet ha savet warlene gant un dek den yaouank eus ar bodad « kevatalded » e KRY. Savet eo bet ar c’hoari stroll-se evit bastañ en un doare dudius d’un ezhomm desavadurel el liseoù, war tem ar jener hag ar revelezh. Aozet eo ar c’hoari war 6 sujed : durc’hadur revel, identelezh jener, poreoù tapet dre zarempredoù rev, gwirioù gouennañ, feulsterioù ha droukziforc’hañ, plijadur, buhez trivliadel ha darempredoù, taolennet war 144 kartenn tu mat-tu gin : ar goulennoù war un tu hag ar respontoù war an tu all, skrivet gant an dud yaouank, skoazellet gant Steuñviñ ar genel. Kinniget hag arnodet eo bet ar c’hoari e 5 lise e Breizh ha bewech en deus graet berzh, ha diwar vremañ e c’haller kavout anezhañ en e stumm niverel war lec’hienn KRY.
Ar sujedoù a vez lakaet ar gaoz warno e Sexpérience a glot tre-ha-tre gant heñchadurioù politikel ar Rannvro evit ar c’hevatalder etre ar merc’hed hag ar paotred.
L’association nationale des conseils d’enfants et de jeunes (ANACEJ) organise chaque année le prix des jeunes citoyens pour récompenser des projets réalisés par des jeunes élus, en lien avec une collectivité ou association. Au total, ce sont plus de 80 projets qui ont été présentés pour 11 prix attribués. Plus de 130 personnes étaient présentes à la remise des prix ce lundi 30 septembre au Palais du Luxembourg à Paris.
La Région Bretagne accueillera le prochain congrès national l’ANACEJ sur la participation des enfants et des jeunes à Saint-Brieuc du 28 au 31 octobre 2024, en présence d’un millier de jeunes. Pendant le congrès, le Conseil Régional des Jeunes de Bretagne présentera par ailleurs une exposition rétrospective à l’occasion de ses 20 ans.
Diwar-benn KSY Breizh
20 vloaz zo en em gav 150 lisead e KRY, dilennet gant o c’heneiled evit komz en anv yaouankizoù Breizh e-pad ur respetad 18 miz. An dud yaouank-se en em gav ur wech ar miz evit sevel asambles raktresoù talvoudus evit an holl, diwar-benn an hin, ar sevenadur, ar yec’hed pe kevatalded ar gwirioù. Goulennet a ra an dilennidi goshoc’h gant an dilennidi yaouank reiñ o ali, embann o soñj ha kemer perzh en abadennoù foran.
Rannañ :