Roomp bec’h evit hor glad !
8 Meurzh 2021
2 vunut evit lenn
Empentit ur raktres evit brudañ, nevesaat ar glad pe lakaat arc’hant evitañ en un doare nevez : betek an 12 a viz Ebrel e c’hallot respont d’ar galv-mañ da raktresoù evit 2021 abalamour da lakaat glad Breizh da vevañ gant un obererezh a-stroll gant tud a-youl vat !
![](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/AAP-benevoles-patrimoine-2021-700x394.jpg)
Ledan-tre eo ar seurtoù glad a c’hall bezañ danvez ho raktres, koulz ar savadurioù, an arrebeuri hag ar bigi, al lec’hioù hag an traoù dizanvezel !
Fellout a ra deoc’h da vat sevel ur raktres en ho kornad war-dro ar glad ? An engouestl a-youl vat eo tem hon obererezh war ar glad evit ar mare 2020-2022 : rak fellout a ra deomp reiñ muioc’h a lañs d’an traoù ha broudañ an oberoù youlek ha digustum war-dro anaout, reneveziñ ha lakaat brudañ glad Breizh war an tachennoù sevenadurel ha sokial. Savit ho raktres diwar ur c’hoant a-stroll, pe un ezhomm embannet gant ho skipailh, da sikour saveteiñ pe degas buhez en-dro d’ar glad lec’hel. A bep seurt traoù a c’haller ober : obererezhioù en-dro d’ar glad savadurel, d’an arrebeuri pe d’ar bigi (chapelioù, poulloù-kannañ, feurmioù, milinoù, kestell, kreñvlec’hioù…), d’al lec’hioù kaer (parkoù ha liorzhoù) pe d’ar glad dizanvezel (troioù-micher teknikel, pleustroù sevenadurel evel ar c’han, an dañs…). Broudañ a reomp ar soñjoù nevez hag an oberoù a-stroll evit lakaat hor glad da vevañ ha da vezañ afer an holl !
3 rummad raktresoù gant palioù disheñvel
1- Anaout
Renabliñ pe studiañ ar glad gant sikour an dud.
2- Reneveziñ
Reneveziñ a-stroll ar glad na vez ket gwarezet evit lakaat anezhañ war wel : labourioù ha chanterioù a-youl vat war un dro gant ar pezh a sell ouzh brudañ ha talvoudekaat.
3- Lakaat brudañ
Lakaat brudañ a-stroll ar glad, koulz ar glad gwarezet hag an hini n’eo ket : obererezhioù digustum, war hir dermen pe evit un darvoud hepken, abalamour da lakaat an dud d’ober anaoudegezh gant ar glad lec’hel, d’aozañ abadennoù dudi war al lec’h pe en-dro d’ar monumant, pe evit lakaat anezho da vezañ lec’hioù bev adarre.
Piv a c’hall kemer perzh ?
- Ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù e Breizh evit al lodennoù 1 ha 2
- Ar c’hevredigezhioù e Breizh evit al lodenn 3
Penaos respont d’ar galv da raktresoù ?
Sellit ouzh ar fichenn bleustrek evit gouzout hiroc’h war ar galv da raktresoù evit 2021, deuit e darempred ganeomp ma fell deoc’h bezañ kuzuliet ha kasit ho teuliad a-raok an 12 a viz Ebrel 2021. En ho raktres eo ret deoc’h lakaat tud a-youl vat e-barzh ar jeu (izili kevredigezhioù, annezidi ur c’harter, bugale ur skol, tud yaouank, tud kozh un AHDOD…) evit un obererezh a-stroll douget gant ur gevredigezh pe ur strollegezh.
C’hoariit asambles en-dro da raktresoù digustum !
En images
![benévoles devant une pilotine (bateau du patrimoine) reconstruite à l'identique](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/DSC_0321_pilotine_redim.jpg)
![Débroussailler avant de restaurer (Fort Cézon)](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/ivr53_20162900091nuca_redim.jpg)
![Le teillage du lin pour fabriquer les fils de lin](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/5_Au_fil_du_Queffleuth_et_de_la_Penzé.jpg)
![La broderie au filet](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/RB_0024781_Roscanvel_Simon_Cohen.jpg)
![chantier de restauration jeunes](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/ivr53_20163500515nuca_redim.jpg)
![baptême d'une barque aux fêtes maritimes de Douarnenez](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/Copyright-Region-Bretagne_RB_0032967_redim.jpg)
![spectacle « La gardienne, une femme à l’amer » Cie Sumak à Lanvaon](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/ivr53_20182900222nuca.jpg)
![chantier international jeunes pour restaurer un four à pain avec l'association compagnons des batisseurs](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/RB_0033720_Tourch_Pascal_Perennec-1.jpg)
![Fête médievale dans une cité de Bretagne : fêter l’histoire et le patrimoine](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/crtb-ad3303_LAMOUREUX-Alexandre.jpg)
![patrimoine scientifique et technique : outils du personnel des voies navigables](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/ivr53_20185600709nuca-OUtils.jpg)
![découverte du patrimoine : conférences, soirées contées, randonnées… dans une chapelle](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/ivr53_20165600175nuca_redim.jpg)
![festival artisans Lizio](https://www.bretagne.bzh/app/uploads/crtb-ad0526_LAMOUREUX-Alexandre.jpg)
Rannañ :