Trec’hioù Breizh : peseurt loreidi e 2023 ?
28 December 2023
1 minute de lecture
Abaoe 2014 e vez enoret, gant Trec’hioù Breizh, ar Bretonezed hag ar Vretoned o deus merket Breizh gant o oberoù e tachennoù lies. Kinnig a reomp deoc’h ober anaoudegezh gant loreidi ar bloaz-mañ !
Sevenadur, diorren padus, ober keodedel, touristerezh, ekonomiezh… Ar bloaz-mañ e oa renket al loreidi e 14 rummad evit an abadenn-mañ hag a vez aozet bep bloaz evit loreañ ar Bretonezed hag ar Vretoned o deus gounezet brud en o zachenn.
Maeronez Taol-kaer ar Publik eo ar Rannvro hag ar bloaz-mañ he deus loreet an emstriver gant ar muiañ a votoù bet roet dezhañ gant ar publik. Hag ar bloaz eo Klub US Konk-Kerne al loread !
Piv eo loreidi 2023
Breton ar bloaz :
Mona Ozouf
Trec’h an endro (paeroniet gant Paprec) :
François Gabart ha Roland Jourdain (Konk-kerne – 29)
Trec’h ar geodedegezh hag ar genskoazell (paeroniet gant Strollad HelloWork) :
Les Compagnons bâtisseurs (Roazhon – 35)
Trec’h Energiezh ha hin (paeroniet gant EDF) :
ETT (Gwitalmeze – 29)
Trec’h neveziñ & niverel (paeroniet gant Brest meurgêr) :
Claire Hellio (Brest – 29)
Sportoù (paeroniet gant ar Strollad Quéguiner) :
Alexandre Léauté (Sant-Karadeg – 22)
Kannadour Breizh (paeroniet gant Merk Breizh) :
Dominique Crenn (Pariz – 75)
Arz bevañ (paeroniet gant Bretagne magazine) :
Nolwenn Faligot (Konk-Kerne – 29)
Ekonomiezh & Embregerezhioù (paeroniet gant Ouest Conseils) :
Produet e Breizh
Arzoù hag arvestoù (paeroniet gant Frañs 3 Breizh) :
Didier Squiban (Lokournan – 29)
Avantur (paeroniet gant KD 29) :
Isabelle Del Real (Plouhern, 22)
Touristerezh & glad (paeroniet gant Britanny ferries) :
Océanopolis (Brest – 29)
Ober publik (paeroniet gant bank an tiriadoù) :
Kumun Plevenon (22)
Partager :