Aller au contenu

Treuzkemmoù : 47 raktres e-kerzh an daou vloaz a zeu

Boued, dour, energiezh : pep hini ac’hanomp a rank kemer perzh en treuzkemmoù d’ober abalamour d’ar cheñchamant hin. Se zo kaoz e vo roet lañs, gant ar galv-mañ da raktresoù, da 47 raktres ac’hann da 2023 hag a lakay maouezed ha gwazed eus Breizh da gemer perzh war ar pemdez.

Les marais de Mousterlin, Fouesnant, Finistere (29)

E miz Gwengolo diwezhañ hon doa lañset, asambles gant AAEME Breizh (ajañs an endro ha mestroniañ an energiezh), Ajañs an dour Liger-Breizh hag Ofis Frañs ar vevliesseurted, ur galv da raktresoù evit broudañ muioc’h-mui a Vretonezed hag a Vretoned da reiñ bec’h evit an treuzkemmoù ekologel. Gallet e vo gant kement-se sikour anezho hag, en tu all d’an dud ha d’ar frammoù a zo e-barzh ar jeu dija, sachañ d’o heul ar re a zo pell diouzh an treuzkemm. Ar pezh a glasker eo lakaat ar geodedourien da vezañ obererien ar cheñchamant, koulz en o-unan hag a-stroll. Diwar 87 raktres lakaet war ar renk ez eus bet dibabet 47. E c’hallit gouzout hiroc’h diwar o fenn !

Kevredigezh ABC (Pondi Kumuniezh)

Krouiñ ha buheziñ ul liorzh pedagogel, ul lec’h evit arnodiñ teknikoù gounit legumaj war zouar bev, eskemm skiant-prenet ha studiañ liesseurted ar vuhez.
39 970 €
Rannvro : 39 970 €

Ajañs Mestroniañ Energiezh Brest SA Rannvro (Brest Meurgêr)
Ar glaoustre « Familh gant o zreuzkemm » evit lakaat an holl dud en un tiegezh d’ober an treuzkemm evel zo dleet e-barzh o c’harter pe o c’humun.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kevredigezh La Part Belle (Mor Bihan – Gwened Tolpad)
Aozañ abadennoù evit sachañ evezh an dud en atantoù, er skolioù, e tiez an douristed pe en embregerezhioù war an treuzkemmoù a sell ouzh an endro, an ekonomiezh, an dachenn sokial.
45 000 €
Rannvro : 45 000 €

Kevredigezh evit broudañ an eztaol dre ar skingomz (Kumuniezh-kumunioù Gourenez Kraozon – Aber ar Stêr-Aon)
Ul labour bedagogel evit lakaat ar skolajidi hag al liseidi, ha selaouerien Radio Evasion d’o heul, d’en em soñjal war dalc’hoù an treuzkemm.
28 173 €
Rannvro : 28 173 €

Atalieroù Fouenant (Kumuniezh-kumunioù bro Fouenant)
Brudañ al « Label d’ober », ur savenn enluskañ sokial ha micherel diorroet evit stummañ ar geodedourien war doareoù an treuzkemm hag ar pezh a c’haller ober an-unan.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

An Alre Kiberen Douar Atlantel
Krouiñ ur rouedad obererien ha dileuridi er vro evit lakaat an dud da fiñval, dreist-holl gant atalieroù.
50 000 €
AAEME : 50 000 €

Bevañ mat e Breizh romantel
Diorren ur rouedad keodedourien hag a ro bec’h evit obererezhioù lec’hel ha sikour ar vro da vont war-zu souvereniezh ar boued.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

C2SOL (An Oriant Tolpad-kêrioù)
Aozañ un daeadeg evit broudañ hag aesaat oberoù lec’hel a-berzh embregerezhioù pe keodedourien war dachenn an treuzkemmoù ekologel.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Lambal Douar & Mor
Frammañ ul lusk a genlabour etre strollegezhioù, ar gevredigezh keodedel hag ar geodedourien en-dro d’an treuzkemmoù abalamour da sikour ar cheñchamant boazioù.
50 000 €
AAEME : 50 000

Penn d’an natur (Konk-Kerne Tolpad-kêrioù)
Sikour an dud lec’h m’emaint o vevañ evit ijinañ a-stroll ur mod bevañ hag a zouj lieseurted ar vuhez.
25 000 €
OFB : 20 000 €, Rannvro : 5 000 €

Clim’actions Breizh ar Su (Kistreberzh Kumuniezh)
Sachañ evezh 4 seurt tud (tud yaouank, dilennidi, embregerezhioù, annezidi) war ar pezh a zo e dalc’h gant ar cheñchamant hin.
40 000 €
Rannvro : 40 000 €

Kenstroll labour-douar La Prévalaye (Roazhon Meurgêr)
Diorren ar raktres « La Basse Cour » evit lakaat kornôg Roazhon da vezañ, muioc’h c’hoazh, un takad padus, bevidik ha pedagogel, dre oberoù digor d’an holl.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kumuniezh-kumunioù (Aod an Emrodez)
Lakaat ar raktres « Lestrit » e pleustr, ma kinniger d’an dud kemer perzh hervez 3 sujed : annez a-skiant vat, mont muioc’h-mui war velo ha cheñch boazioù e-keñver ar boued.
47 025 €
Rannvro : 34 980 €, ADLB : 12 045 €

Kumuniezh-kumunioù su ar Vro Vigoudenn
Sachañ evezh an dilennidi hag ar wazourien en DPKE hag er c’humunioù, war an dalc’hoù a sell ouzh an natur hag ar sevenadur.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kumun Meled
Lakaat lodenn gentañ an Agenda 2030 e pleustr, evit ma vo Meled ur gêr digor d’an holl, sur, gouest da vont dreist ar reuzioù ha padus
18 760 €
Rannvro : 18 760

Konk-Kerne Tolpad-kêrioù
Staliañ un difrae evit ober an treuzkemm o krouiñ gwerjeoù ha ti an treuzkemmoù, ha lañsañ atalieroù perzhek.
50 000 €
AAEME : 50 000 €

Empreinte (Kumuniezh-kumunioù Traoñ an Il-Elvinieg & Moñforzh Kumuniezh)
Krouiñ enezigoù a freskter savet asambles gant an dud.
25 000 €
Rannvro : 25 000 €

Festival luc’hskeudennoù Gazilieg (Eus an Oud da Vreselien Kumuniezh)
Krouiñ ur festival luc’hskeudennoù bale, gant ur val bedagogel d’e heul war ar 17 pal a-fet diorren padus.
40 000 €
Rannvro : 40 000 €

GAB56 (Mor Bihan – Gwened Tolpad)
Pondi Kumuniezh & Ploermael Kumuniezh
Sachañ evezh implijidi an embregerezhioù war ar cheñchamant boazioù e-keñver ar boued hag en ur mod ledanoc’h war an treuzkemmoù evit an endro hag al labour-douar.
35 291 €
Rannvro : 35 291 €

Kumun Henbont
Arnodiñ diskoulmoù hardizh ha nevezus er c’hêrioù, evit sachañ evezh ar remziadoù yaouank er skolioù war dalc’hoù ar cheñchamant hin.
14 700 €
Rannvro : 14 700 €

Là-haut (Liverieg-Hiliber Kumuniezh)
Lañsañ atalieroù evit sachañ evezh an dud, ur rummad chomadennoù arzel perzhek, ur rouedad obererien eus ar vro hag ul labour enklask-ober ha stummadurioù.
50 000 €
Rannvro : 30 000 € ; OFB : 20 000 €

Koad ar Barzh (Kumuniezh-kumunioù Kreiz-Breizh)
Kenlabour etre embregerezhioù evit oberoù war dachenn al labour-douar biologel, an degemer tud hag an ekotouristerezh, ar bedagogiezh hag ar stummañ, an neveziñ sokial ha sevenadurel.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Les Prés sur terre (Kistreberzh Kumuniezh)
Kinnig al labour-douar padus (takad naturel gleb, ar peuriñ da ziazez, cheñch doare…) gant tri devezh gweladennoù, prezegennoù hag atalieroù.
11 935 €
ADLB : 11 935 €

Kevre an deskadurezh en Aodoù-an-Arvor (Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù)
Krouiñ daou Dakad Mor Desavadurel asambles gant ar skolioù La Vigie e Binig-Staol ha Porzh Horel e Plerin.
16 448 €
Rannvro : 16 448 €

Mady & Co (An Oriant Tolpad-kêrioù)
Broudañ ar cheñchamantoù boazioù dre ur programm deskiñ an treuzkemmoù e-keñver ar boued, al labour-douar hag an ekologiezh.
38 570 €
Rannvro : 38 570 €

Kumun Kombrid
Krouiñ ur verje gumunel evel ur benveg pedagogel, lañsañ ur glaoustre « energiezh » ha digeriñ ur c’hafe-dresañ.
4 985 €
Rannvro : 4 985 €

Kumun Felger
Lañsañ oberoù evit adskoulmañ liammoù etre an natur bev hag an dud : renabliñ, plantañ, jestroù fur evit espern an dour
50 000 €
Rannvro : 38 000 € ; ADLB : 12 000 €

Kumun Lalieg
Diorren raktresoù evit adreiñ lañs d’ar vuhez liesseurt koulz war zouar hag en dour, gant chanterioù perzhek evel plantañ girzhier, hadañ e-harz ar mogerioù
50 000 €
Rannvro : 28 055 € ; ADLB : 21 945 €

Kumun Lare
Adimplijout tachennoù dilezet, d’ober takadoù distanañ digor d’an holl e meur a lec’h er gumun : eko-peuriñ, gwerjez voutin, takad foran kempennet.
16 780 €
Rannvro : 16 780 €

Kumun Plelann-Veur
Labourat asambles gant bed al labour-douar, ar familhoù (balebus hag espern dour), an dud a zo o chom e lojeiz stroll hag ar genwerzhourien.
50 000 €
ADLB : 25 635 € ; Rannvro : 24 365 €

Kumun Ploufragan
Diorren ur programm oberoù, en o zouez sevel ur bodad-labour keodedel, lañsañ ur budjed perzhek ha chanterioù evit mad an holl.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Kumun Sant-Senour
Diorren ar raktres « Place au village » evit sikour an treuzkemmoù ekologel ha energiezhel e buhez pemdez tud Sant-Senour.
24 700 €
Rannvro : 24 700 €

Ti ar beveziñ & an endro (MCE) (Roazhon Meurgêr)
Lakaat « Degemer mat en treuzkemm » e pleustr, a zo ur rummad dorioù digor perzhek war meur a dem hag a sell ouzh meurgêr Roazhon.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Moñforzh Kumuniezh
Krouiñ ti ar fiñvusted evit kelaouiñ, sikour hag aliañ an dud war ar fiñvusted.
25 000 €
Rannvro : 25 000 €

Bro Traoñiennoù ar Gwilen
Lañsañ oberoù war an treuzkemmoù ekologek ha kevredigezhel gant un tiriad hag a warez an danvezioù a zo ennañ.
50 000 €
Rannvro : 40 138 €, ADLB : 9 862 €

Pol kenlabour ha neveziñ ekonomikel & sokial e Bro Brest
Diorren ur benveg buheziñ boutin d’an tiriad en ul lec’h gouestlet d’an treuzkemmoù abalamour da sikour ober un treuzkemm reizhiadel ha padus war an tiriad.
43 000 €
Rannvro : 43 000 €

Pol frouezh Breizh (Kumuniezh tolpad-kêrioù bro Kemperle & Pondi Kumuniezh)
Lañsañ un arsellva perzhek war ar frouezh er vro evit sachañ evezh an dud hag ober traoù fetis evit gwareziñ an ekoreizhiadoù.
22 785 €
OFB : 22 785 €

Maen ar Boudiged Kumuniezh
Lakaat ur raktres e pleustr evit reiñ lañs d’ur rouedad kannaded an hin evit sikour an dud er cheñchamantoù ha degas skiant-prenet war ar pezh a zo e dalc’h gant an treuzkemmoù
50 000 €
AAEME : 50 000 €

Sindikad departamant an energiezh 35
Seveniñ ur programm pedagogel hag a ginnig abadennoù da sachañ evezh ar skolidi e klasoù etre 1 ha 2 en Il-ha-Gwilen war an dalc’hoù a-fet energiezh hag hin
25 000 €
Rannvro : 25 000 €

Sindikad kemmesk evit merañ Park natur rannvroel ar Mor Bihan
Krouiñ ul lusk gant obererien ar vro en-dro d’an difrae « One Health ».
49 800 €
Rannvro : 49 800 €

Ty Pouce (Kumuniezh tolpad-kêrioù bro Kemperle)
Krouiñ un trede-lec’h evit bodañ ur feurm vihan hag ur c’hafe-preti kengret.
20 000 €
OFB : 20 000 €

Unvaniezh lec’hel buheziñ Lanneur (Montroulez kumuniezh)
Sikour an dud e bro Montroulez hag e Treger da vont war-zu an treuzkemm sokial hag evit an endro, dreist-holl gant « klaoustre ar familhoù »
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Unvaniezh rannvroel ar C’hreizennoù pad a intrudu evit an endro e Breizh
Lañsañ ur c’houlzad evit sachañ evezh ar valeanterien e Breizh a-bezh war ar jestroù ekologel fur.
50 000 €
Rannvro : 50 000 €

Glas warc’hoazh (Kumuniezh-kumunioù bro Landerne-Daoulaz)
Lañsañ an daeadeg « Glas warc’hoazh » a zo ur c’houlzad evit sachañ, bep bloaz, evezh an dud war dalc’hoù an treuzkemm ekologel hag an oberoù a-stroll, a-hiniennoù pe er familh.
43 600 €
Rannvro : 43 600 €

Vert le jardin (Brest Meurgêr, Roazhon Meurgêr & Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù)
Sikour raktresoù a-stroll a-fet labour-douar e kêr e meur a vro : liorzhoù a-stroll evit produiñ, gwerjezoù pe kludegoù e kêr…
48 000 €
Rannvro : 48 000 €

Wimoov (Poc’hêr kumuniezh)
Lañsañ oberoù nevez gant ar savenn eko-fiñvusted ebarzhus graet evit sikour an dud vresk da dremen dreist ar skoilhoù war hent al labour pe ar stummañ.
10 000 €
Rannvro : 10 000 €

Ystopia (Douarnenez Kumuniezh)
Lañsañ oberoù evit sachañ evezh an dud war gwarez ar morioù ha liesseurted ar vuhez, dreist-holl gant ar plankton.
50 000 €
Rannvro : 32 655 € ; ADLB : 17 335 €

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter