Ul lec’hienn web nevez evit gwellaat perzhioù energetek ho lojeiz !
16 November 2021
1 minute de lecture
Rénov’Habitat Bretagne eo ar servij publik evit perzhioù energetek al lojeiz e Breizh. Gouzout a raec’h kement-mañ ? E rouedad kuzulierien ha kuzulierezed a zegas kuzulioù digoust deoc’h pa vezit e-sell da nevesaat an energiezh en ho lojeiz ha sikour a ra ac’hanoc’h da gavout penn d’an traoù e-mesk ar skoazelloù. Kement ho po ezhomm da c’houzout a gaver en e lec’hienn nevez !
-
86a guzulierien hag a guzulierezed e Breizh
-
1 500a oberoù sikouret e 2020
Difuiñ an doenn, cheñch ar prenestroù, nevesaat an tommerezh, ober labourioù war an tredan, staliañ aveadurioù hag a ya en-dro gant energiezhioù nevezadus… : kalz a energiezh a vez dispignet evit ho ranndi pe evit ho ti ha fellout a ra deoc’h nevesaat anezhañ, klask a rit ober kentoc’h gant eko-danvezioù hag energiezhioù nevezadus en ho lojeiz… Ar pezh zo, n’ouzit ket penaos kregiñ ganti pe poan ho pez o kavout ho hent e-mesk ar skoazelloù arc’hant ? Gallout a rit bezañ sikouret diouzh hoc’h ezhommoù hag en ur mod digoust evit kas ho labourioù nevesaat da benn. Heñchet e vezit gant kuzulierien ha kuzulierezed arbennik er rouedad Rénov’Habitat Bretagne hed-ha-hed ho labourioù, adalek studiañ an ezhommoù betek sellet ouzh stad an traoù war-lerc’h al labourioù.
Kement a zo ezhomm da c’houzout el lec’hienn web nevez
Kavout ur c’huzulier pe ur guzulierez e-kichen du-se, dibab tud a vicher ampart, mestroniañ ar frapadoù disheñvel a vo gant al labourioù… : e lec’hienn nevez Rénov’Habitat Bretagne e vo kavet ganeoc’h an holl ditouroù talvoudus evit bezañ heñchet hed-ha-hed ho raktres !
Rénov’Habitat Breizh e servij an holl
Er rouedad vroadel « Faire » (evit « Aesaat Sikour Titouriñ evit an Nevesaat Energetek ») e kinnig Rénov’Habitat Bretagne ur servij publik tost ouzh an dud evit perzhioù energetek al lojeiz, ur servij digoust ha dizalc’h, digor d’an holl dud e Breizh. Arc’hantet ha lusket e vez Rénov’ Habitat Bretagne gant Rannvro Breizh hag ar strollegezhioù breizhat gant sikour ar Stad hag an AAEME. Bodet ez eus 86 a guzulierien hag a guzulierezed enni hag a zo en ho servij e pep lec’h e Breizh. E gefridi bennañ : titouriñ ha sikour an tiegezhioù evit o labourioù nevesaat abalamour da wellaat perzhioù energetek o lojeiz.
Partager :