Prenañ douar ampellet evit sikour labourerien-douar yaouank d’en em staliañ
30 January 2020
1 minute de lecture
Diaes eo d’ar remziadoù yaouank bezañ perc’henned, rak-se emañ Kef kengredit Breizh, asambles gant ar SAFER ha gant skoazell Rannvro Breizh, o paouez krouiñ ur stignad nevez da sikour ar prenañ douar ampellet.
Aesaat prenañ douar evit aesaat d’ar remziad yaouank prenañ douar : se eo pal ar stignad nevez lañset gant Kef kengredit Breizh ha sikouret gant arc’hant ar Rannvro. Ar pezh a zo en dalc’h ? Sikour ar re yaouank d’en em staliañ ha war un dro delc’her d’un doare kempoell da strollañ an tachennoù er plasoù labour-douar. Penaos ? Prenet e vez an douaroù gant ar SAFER evit an danvez labourerien-douar a rank adprenañ an douaroù digant ar SAFER a-benn dek vloaz goude d’ar muiañ, e priz ar marc’had da vare ar sinadur. Un taol-lañs da vat evit kregiñ ganti !
Klotañ a ra gant prioriezhioù BreizhCop
Gwarantiñ a reomp ar stignad-mañ gant arc’hant ar Rannvro, ar pezh a glot gant ar prioriezhioù hon eus termenet gant BreizhCop : gwareziñ an takadoù labour-douar ha naturel, mestroniañ an terkañ, implijout an nebeutañ ar gwellañ a zanvezioù. En tu all d’ar palioù-se, gant an arc’hant lakaet ganeomp er stignad nevez-mañ, e vo sikouret gwareziñ an danvez a zo e Breizh a-fet labour-douar hag endro.
Ur sikour arc’hant gant 450 000€
Kef kengredit Breizh, en deus lañset ar stignad prenañ ampellet evit ar font, en deus divizet prestañ 3M€ d’ar SAFER (Kevredadoù terkañ ar font hag en em staliañ war ar maez), hag en o zouez ez eus 450 000€ hag a zo gwarantet ganeomp.
Ur weladenn e ti Romain Louzaouen, an hini kentañ a zo bet sikouret gant ar stignad
D’ar 16 a viz Genver e oa bet Loïg Chesnais-Girard, Jean-Pierre Denis, prezidant Kef kengredit Breizh, Hervé Le Saint, besprezidant SAFER Breizh hag Olivier Allain, besprezidant Rannvro Breizh evit al labour-douar hag industriezh ar boued, e ti Romain Louzaouen a zo staliet abaoe miz Here 2019 evit produiñ moc’h e Plouzane asambles gant e vreur (GAEC Kerberez). Gant ar stignad int deuet da vezañ dizalc’h 80 % evit a sell ouzh magañ o loened. Adkemeret en deus Romain Louzaouen 47 hektar, 17 anezho arc’hantet gantañ e-unan ha 30 arc’hantet gant ar bank dre ar stignad prenañ douar ampellet. Gant ar stignad nevez-mañ ez eus gallet postañ arc’hant evit ur benveg produiñ ha gwellaat kalite ar vuhez el labour.
Partager :