Aller au contenu

Un doare nevez eus Bro Gozh ma Zadoù da selaou !

Kenlabouret o deus Rannvro Breizh, Poellgor Bro Gozh ma Zadoù ha Coop Breizh evit kinnig Bro Gozh ma Zadoù kempennet en un doare nevez d’an dud a gar Breizh !

Stag eo Bro Gozh ma Zadoù ouzh identelezh glad sevenadurel Breizh. Emeur o paouez adkempenn ar ganenn-mañ diwar ur c’henlabour etre ar Rannvro, Coop Breizh ha Poellgor Bro Gozh ma Zadoù. Asambles o deus harpet ar saverez ha kempennerez tonioù vreizhat Frédérique Lory da sevel un orkestradur nevez hag a vefe aesoc’h d’al lodenn vrasañ eus an dud.

Enrollet ez eus bet meur a stumm eus Bro Gozh ma Zadoù gant an unkanerien vreizhat Gilles Servat hag Aziliz Manrow ha Laz-seniñ Broadel Breizh : gant ul laz-kanañ ha sonerien, al laz-seniñ e-unan, gant pe hep ul laz-seniñ, bagadoù ha sonerien. Darn eus ar stummoù zo kempennet a-ratozh evit play-back pe karaoke, evit deskiñ ar mod da ganañ an ton pe evit bezañ kanet a-stroll war-eeun, en tachennoù sport pe war al leurennoù skinwel gant kanerien ha kanerezed all.


Skignet e vez an doare nevez-se en ur mod ledan ha lakaet eo bet e kerz ur bern obererien. Kanet e oa bet d’an 28 a viz Du gant Gilles Servat hag Aziliz Manrow war al letonenn e stad ar Voustoer a-raok an derbi an Oriant-Roazhon. Un digarez a-feson a oa, gant 15vet devezh ar c’hampionad mell-droad e Kevre 1, da lakaat ar 16 000 a sellerien a oa aze d’ober anaoudegezh gant an ton arouezius-se.

Selaouit Bro Gozh Ma Zadoù sonet gant Laz-seniñ Broadel Breizh, gant mouezhioù an unkanerien Gilles Servat hag Aziliz Manrow.

Bro Gozh Ma Zadoù – Hymne officiel de la Bretagne

Partager :

Notre actualité

Abonnez-vous à notre newsletter