Ajañs Breizh evit liesseurted ar vuhez zo krog ganti
30 January 2020
2 minutes de lecture
Ajañs Breizh evit liesseurted ar vuhez (ABB) krouet en diskar-amzer a vo staliet e Brest. Emañ o paouez votiñ ar budjed kentañ, dezhi da c’hallout kas he c’hefridi da benn : luskat kalz muioc’h a obererezhioù gwareziñ-reneveziñ an endro e Breizh a-bezh !
-
3metoù naturel (douar, dour, mor)
-
21%eus ar plant hag al loened e riskl da vont da get (334 spesad en arvar)
-
600k€eo ar budjed evit bloavezh kentañ ajañs Breizh evit liesseurted ar vuhez
Plant ha loened a-leizh hag a bep seurt, evel na vez ket pep lec’h, a gaver e Breizh met 21% eus ar spesadoù-se zo e riskl da vont da get, ha mennet eo Breizh pa’z eo mall bras gwareziñ anezho : emañ e-touez ar Rannvroioù o deus graet o mad eus an digarez da grouiñ un ajañs rannvroel evit liesseurted ar vuhez gant ar Stad hag Ofis Frañs evit liesseurted ar vuhez. Lañset eo an traoù ! Da-heul ur c’houlz arnodiñ e-pad daou vloaz, kaset da benn asambles gant an holl obererien a gaver e Breizh (kevredigezhioù hag a labour war dachenn an endro, strollegezhioù, pleustrerien…), e oa bet bodet an Ajañs d’ar 14 a viz Genver evit he c’huzul-merañ kentañ.
Ur programm resis en-dro da 3 c’hefridi
Votet e oa bet he budjed kentañ ganti eno (600 k€) : peadra zo aze gant he skipailh, a zo 9 den ennañ, da seveniñ ur programm obererezhioù evit buanaat ar pezh a sell ouzh gwareziñ-reneveziñ ar meteier naturel, en-dro da deir c’hefridi pennañ :
- Kreñvaat ar c’henlabour abalamour da lakaat raktresoù nevez da zont war wel en tiriadoù,
- Broudañ ar pezh a sell ouzh diorren programmoù gwareziñ-reneveziñ youlek
- Kreñvaat al lañs evit liesseurted ar vuhez.
Daou benn
Dilennet he deus an Ajañs he frezidant Thierry Burlot, a-hend-all besprezidant Rannvro Breizh evit an endro ha liesseurted ar vuhez, hag he besprezidantez Sylvie Detoc, renerez rannvroel Ofis Frañs evit liesseurted ar vuhez
VIDEO : SIKOUR AR RAKTRESOÙ
Une agence de la biodiversité pour démultiplier l’action en Bretagne
Penaos e vo kreñvaet, gant Ajañs Breizh, ar c’henlabour etre obererien liesseurted ar vuhez hag ar sikour da raktresoù an tiriadoù ? Ar respont zo er video, gant div skouer fetis eus an oberoù a c’hallo bezañ sikouret ganti e lec’h all e Breizh : ar steuñvenn douar ha dour gant Traoñ an Il-Elvinieg e garzhaoueg Breizh (Il-ha-Gwilen) hag an takad mor desavadurel e Tregon evit an arvor (Su Penn-ar-Bed).
Partager :