Aller au contenu

Ur filierenn gelc’h evit adimplijout ar c’hregin istr e Breizh !

Eus dastum kregin istr betek fardañ produioù diwar poultr kregin (lunedeier, pentur, gwer…) : sed aze istor ur filierenn hag a zo bet lañset en ur c’hornad ma vez savet istr er Mor-Bihan, a-drugarez d’ur strollad maouezed ha gwazed youl ganto hag o deus komprenet e oa talvoudus lakaat al lastez da vezañ un danvez. Kontet eo an istor a-bezh gant ur video.

ostreicultrice présentant un panier rempli d'huîtres
Emmanuel BERTHIER – CRT Bretagne
  • 600 tonnes
    Ar c’hementad lastez bep bloaz e Breizh diwar istrerezh !
  • 40
    Niver an istrerien, koulz re vras ha re vihan, a gemer perzh en afer
  • 49 000
    Ar skoazell roet gant ar Rannvro d’ar gevredigezh Perlucine evit lañsañ ar filierenn-mañ

Gouzout a raec’h se ? Diwar sevel istr e vez produet 600 tonennad lastez bep bloaz e Breizh ! Ne oa filierenn ebet avat evit dastum ha tretañ ar c’hregin istr. Lañset eo bet ar gevredigezh Pelistrenn (Perlucine da gentañ) gant ur geodedourez abalamour da sevel ur filierenn evit adimplijout ar c’hregin istr a zo talvoudus evit ar maen-raz a zo enno. Goude-se ez eus bet obererien lec’hel mennet. N’anavezent ket an eil re ar re all met soñjal a raent da vat e oa talvoudus raktres « Perlucine » diazezet war an ekonomiezh-kelc’h : treuzfurmiñ lastez ur vro saverien istr en un danvez hag a vo implijet evit fardañ produioù nevez. Evel-se e oa bet savet ar filierenn lec’hel war-dro ar c’hregin istr en ur c’hornad ma ya pep oberer da vezañ lodek er chadenn : un obererezh ekonomiezh-kelc’h gwriziennet mat e Breizh.

L’autre vie des coquilles d’huître

Ur chadenn diouzh ment ur c’hornad

En ur penn eus ar chadenn, istrerien hag a fell dezho tretañ o lastez. Er penn all, al labouradeg vihan e Kervelerin, lec’h ma oa bet savet un doare da fardañ poultr kregin istr da vezañ implijet gant embregerezhioù bihan e Breizh evit produiñ traoù a bep seurt (lunedeier, liv, gwer, gwezeladoù…). Etre an daou benn-se : ar gevredigezh Perlistrenn a vez oc’h ober al liamm. Kement-se e Su Breizh, lec’h m’eo stank ar stalioù istrerezh : Kumuniezh-kumunioù Gwareg Su Breizh ha kumunioù Ambon ha Damgan.

Mickaël Tanguy, Istrer
Tretañ e lastez, un dra a bouez evit gwareziñ ur mor hag a laka ac’hanomp da vevañ !

Soursiet e oa e dad gant al lastez dija, pa oa saver istr araozañ tregont vloaz zo. Dibabet en deus Mickaël Tanguy, deuet da vezañ istrer eñ ivez er Mor-Bihan, labourat diouzh an doareoù biologel. Fellout a ra dezhañ gwareziñ un endro, ar mor, hag a ya d’ober e venveg labour. Kontañ a ra perak e oa fellet dehañ kemer perzh er raktres kaer gant Perlucine evit adimplijout ar c’hregin, asambles gant istrerien all eus poellgor rannvroel ar c’hreginerezh e Kreizteiz Breizh.

Filière huître : Mickaël Tanguy, ostréiculteur

Martine Lu, renerez labouradeg Kervelerin
Poultr istr, ur raktres K & D evit adimplijout danvez ar c’hregin

 

Bep bloaz e vez dastumet miliadoù a gregin istr gant labouradeg vihan Kervelerin digant an istrerien evit fardañ poultr fin hag a vez implijet goude-se evit produiñ gwezeladoù, lunedeier, pentur, plastik bevzispennadus… Adalek al labour K & D (klask ha diorren) evit kavout an doare da fardañ ar poultr-se asambles gant skol-veur Kreisteiz Breizh betek klask kevelerien evit ober ar produioù peuraozet, e tispleg Martine Lu penaos e oa bet savet ar raktres. Un dra a vroude an dud : ar c’hoant « d’ober traoù asambles » evit implijout danvez ar c’hregin e Breizh.

Filière huître : l’usine de Kervellerin

Pascal Mangin, prezidant ar gevredigezh Perlistrenn
Diorren ur raktres ekonomiezh-kelc’h diouzh ment ur c’hornad

Soñj en deus Pascal Mangin, prezidant ar gevredigezh Perlistrenn (Perlucine da gentañ), p’en doa gwelet pegen stank e oa ar c’hregin istr war an aodoù er Mor-Bihan. Kontañ a ra deomp mareoù kentañ ar « raktres tiriad » a zo deuet diwar se : ur « raktres evit gwareziñ an danvezioù hag a ra deomp soñjal e reomp traoù talvoudus », emezañ e berr gomzoù. Diwar vremañ ez eus un daou-ugent bennak a broduerien, re vras ha re vihan, e-barzh ar jeu, asambles gant un triad : poellgor rannvroel ar c’hreginerezh, ar gevredigezh Perlistrenn ha labouradeg Kervelerin. Dav e oa aozañ ar mod digoust da zastum al lastez diwar gregin digant an istrerien abalamour da bourchas danvez krai prizius d’al labouradeg.

Filière huître : l’association Perlistrenn

Petra eo an ekonomiezh-kelc’h ?

Er c’hontrol d’an doare produiñ ha beveziñ linennel a vez peurvuiañ hiziv an deiz, « Tennañ, produiñ, teuler » (diazezet war ar beveziñ traoù hag energiezh a ra d’an danvezioù mont da hesk), eo diazezet an ekonomiezh-kelc’h war ur patrom ekonomikel padus, lec’hel ha vertuzus.

Ar pezh a reomp evit an ekonomiezh-kelc’h e Breizh

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ