Aller au contenu

Ur gar-vor nevez war ar porzh e Brest e 2028

Ur pezh raktres eo hag a vo boulc’het en eil c’hwec’hmiziad e 2026 : ar Rannvro a lañso al labourioù evit sevel ur gar-vor nevez war ar porzh e Brest. Ar palioù : reiñ muioc’h a lañs d’an treuzdougen marc’hadourezhioù eus Brest da lec’hioù all, ha gwellaat an degemer a vez graet d’ar 45 000 a veajourien a dremen bep bloaz dre ar gar-se.

Kredad luc’hskeudenn : Jean-François Madeg hag Alexis Joubert
NB : ar pezh a weler amañ n’eo nemet un damdres hag a vo kemmet hervez ar studiadennoù a vo graet.

Karget eo ar Rannvro d’ober war-dro deservij an inizi e Breizh, rak-se e lakay 28 M€ evit an termenva-mañ. Fiziet eo bet mestroni an oberiadur er stal Sembreizh, a vo meret ganti al labourioù evit sevel ar batis ha kempenn ur savenn-douar. Evit a sell ouzh an arkitektouriezh eo bet karget ar c’habined Briec et Brest, staliet e Penn-ar-Bed, d’ober war-dro dizain ar gar nevez a vo savet e-kichen ar savadur a zo bremañ (hag a vo distrujet en diwezh) war an dachenn m’emañ ar c’hoc’hu-pesked kozh.

Ul liamm etre ar porzh ha kêr

Er bloavezhioù 40 e oa bet savet ar gar-vor a vremañ, gant-se e oa ezhomm bras da adaozañ anezhi, gant aveadurioù modern, aes ober ganto ha soñjet evit mont diouzh implijoù an dud. Ar savadur nevez-se a yay d’ober, en amzer-da-zont, ur gwir bol ma vo pleustret micherioù hag obererezhioù en aozioù ar gwellañ ma c’haller. Degemeret e vo an dreizhidi e tu ar c’hornôg tra ma vo staliet an dachenn aveiñ e tu ar reter. Digor e vo an termenva war-zu kêr, hag aes e vo mont betek ennañ dre ul leurgêr liesvod, enni takadoù evit an holl vodoù da vont : hentoù disheñvel diouzh ma’z eer war droad pe war velo, arsavioù evit ar c’hirri-boutin, arsavioù-berr, lec’hioù parkañ evit bulzunoù ha taksioù, hag un hent evit an degasadennoù. Mat da c’houzout : ar gar a vremañ a vo implijet c’hoazh betek ma vo lakaet an hini nevez e servij, ha disavet e vo goude-se, e 2028.

Gar-vor : a-raok / goude

En images

1 sur 7
Vue actuelle de la gare maritime de Brest
Vue actuelle de la gare maritime de Brest

Panoramic-Bretagne

2 sur 7
Vue actuelle de la gare maritime de Brest
Vue actuelle de la gare maritime de Brest

Panoramic-Bretagne

3 sur 7
Vue actuelle de la gare maritime de Brest
Vue actuelle de la gare maritime de Brest

Panoramic-Bretagne

4 sur 7
Vue actuelle de la gare maritime de Brest
Vue actuelle de la gare maritime de Brest

Panoramic-Bretagne

5 sur 7
Esquisse de la future gare maritime de Brest
Crédit : JF. Madec & A. Joubert – Esquisse de la future gare maritime de Brest
JF. Madec & A. Joubert – Esquisse de la future gare maritime de Brest

Jean-François Madec et Alexis Joubert

6 sur 7
Gare maritime de Brest : perspective depuis le deuxième éperon
Crédit : JF. Madec & A. Joubert – Gare maritime de Brest : perspective depuis le deuxième éperon
JF. Madec & A. Joubert – Gare maritime de Brest : perspective depuis le deuxième éperon

Jean-François Madec et Alexis Joubert

7 sur 7
Gare maritime de Brest : croquis embarquement des passagers
Gare maritime de Brest : croquis embarquement des passagers

Jean-François Madec et Alexis Joubert

Aezamantoù ha surentez kreñvaet

Prenestroù e-leizh a vo en termenva, d’an dud da c’hallout gwelet al lenn-borzh. Ur wech tremenet an hall mont tre ne vo ket diaes kavout an hent war-zu ar gwichedoù, ar saloñsoù evit gortoz evit ar goañv hag an hañv, ul lec’h titouriñ evit an douristed, ar vilhederezh evit al listri kozh, ul lec’h evit an diskouezadegoù hag ar c’hae-lestrañ. En estaj kentañ e vo burevioù evit implijidi ar gar-vor hag ar frammoù a labour war ar porzh. Evit rez-an-douar, savet e vo un diaz solut e beton ha greunit hag a zegas da soñj eus ar c’haeoù, abalamour da vont diouzh ar redioù e-keñver al liñvadennoù.

Sobrentez a-fet energiezh

Izelgarbon e vo ar savadur hag implijet e vo danvezioù a orin bio dreist-holl : ur framm koad ha danvezioù struj evit difuañ. Lakaet e vo panelloù fotovoltaek war an toennoù evit gallout produiñ un darn eus an ezhommoù energiezh. Hag evit echuiñ e vo gwalc’het ar c’hontenerioù hag al listri gant an dourioù-glav a vo dastumet ha stoket.

Gwarantiñ ar c’hendalc’h er vro, etre an inizi ha meurgêr Brest

Estreget ar batis e vo kempennet ur savenn-douar evit gwellaat an deservij evit tud an inizi, evit aezamantoù ar veajourien hag evit merañ ar fred marc’hadourezhioù en un doare efedusoc’h.

D’ar 1añ a viz Genver 2025 e teuy ar Gompagnunezh Penn ar Bed da vezañ BreizhGo Penn ar Bed !

Abaoe 2017 eo ar Rannvro a ver ar morlinennoù evit 10 enezenn e Breizh, evel ma ra evit an THR, ar c’hirri-boutin etre kêrioù hag ul lodenn vras eus an treuzdougen d’ar skolioù. Bodet an holl servijoù-se, a ra gant trenioù, kirri-boutin ha bigi, er rouedad BreizhGo. E Penn-ar-Bed eo ar Gompagnunezh Penn ar Bed a ra war-dro an deservij pemdez etrezek Molenez hag Eusa adalek Konk-Leon. Ouzhpenn 1 000 liamm a vez bep bloaz, da lavaret eo ez a an niver a veajourien, hag ar sammad marc’hadourezhioù a vez kaset war al linenn norzh, war greskiñ abaoe meur a vloaz.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ