Ur mor a dud zo bet e Lez-varn nevez Pondi !
11 October 2024
2 minutes de lecture
Goude ur bloavezh hanter a labourioù e oa bet lidet digoradur lez-varn Pondi d’ar Gwener 20 a viz Gwengolo, just a-raok an dorioù digor da-geñver Devezhioù ar glad. Kalz a dud a oa bet gwelet e-pad an dibenn-sizhun a-bezh.
6000 : sed aze an niver a dud bet degemeret el Lez-varn e-pad an dibenn-sizhun, da lavaret eo dek gwech muioc’h eget e 2020 pa oa bet digoret dorioù al lez-varn ar wech diwezhañ da 700 den e-korf 2 zevezh ! Un taol berzh bras evit ar batis-se neuze hag a zo un arouez eus Pondi hag ur skouer, e Breizh, eus ar mod da gempenn ar c’hêrioù da vare Napoleon.
Al Lez-varn zo bet adkempennet penn-da-benn gant Rannvro Breizh (evit 5M€), nevesaet eo bet ar savadur hag adkempennet al liorzh, ha prest eo da gregiñ gant ur mare nevez eus e istor ma vo :
- ul lec’h degemer ha titouriñ,
- ul lec’h digor d’an holl ma c’haller debriñ hag aozañ emvodoù ha lidoù,
- ul lec’h labour evit implijidi ar Rannvro.
Gant ar savadur nevesaet-se e weler mat penaos e fell d’ar Rannvro bezañ war an dachenn e pep lec’h e Breizh evit bezañ tost ouzh ar Bretonezed hag ar Vretoned ha kinnig servijoù-nes dezho, dreist-holl e Kreiz-Breizh.
Ul lec’h kejañ hag a blij d’an dud
Ha pa n’eo ket bet plantet liorzh al Lez-varn c’hoazh, a vo anvet « Breudoù el liorzh« , e plij kalz d’an dud dija. Tud Pondi en em gav ennañ evit ober un ehan en ur zebriñ boued eus ar vro er preti-saloñs-te Ty Poz, bet digoret e miz Eost er sal bet sal ar breudoù. Al liorzh-se a yay da vezañ, gant an amzer, ur gwir enezenn c’hlas dudius e kreizig-kreiz Pondi, nepell diouzh ar blasenn greiz hag an hent kenwerzhel pennañ.
Al Lez-varn nevez e Pondi zo ul lec’h bevañ ha neveziñ, ul lec’h kreiz, lakaet e servij ar Bretonezed hag ar Vretoned.
Loïg Chesnais-Girard
Partager :