Aller au contenu

Dorioù digor e kastell Kerampuilh !

En em ziskuliañ a ray kastell Kerampuilh, a zo e Karaez-Plougêr e Penn-ar-Bed, da-geñver Devezhioù europat ar glad d’an 18 ha d’an 19 a viz Gwengolo 2021. Sellit ouzh programm an dibenn-sizhun.

le château de Kerampuilh à Carhaix dans le Finistère
Crédit photo : © Fly HD

C’hoant ho peus d’anaout gwelloc’h tres nevez ar savadur brudet-se e Kreiz-Breizh ? Kaset e vo gweladennoù heñchet en-dro gant skipailhoù Kreizenn-displegañ arkeologel niverel Vorgium ha ti an douristed Karaez-Plougêr etre 10e ha 6e.

Staliet e vo un diskouezadeg e-kreiz an dachenn c’hlas-se deoc’h da c’houzout hiroc’h war istor an domani hag ar pezh a vo graet ennañ. Bez’ e vo skipailhoù eus Servij renabliñ ar glad evit Rannvro Breizh war al lec’h ivez evit divizout gant ar viziterien.


Penaos kemer perzh ha reolennoù yec’hed

  • Gweladenn heñchet digoust (strolladoù 20 a dud d’ar muiañ)
  • Ret e vo en em enskrivañ gant ma chomo plasoù

https://www.weezevent.com/portes-ouvertes-chateau-de-kerampuilh

  • Loc’hañ bep 15 munutenn etre 10e ha 6e (un ehan a vo etre 1e ha 2e)
  • Diskouezadeg er-maez (hep ehan)
  • Ret e vo gwiskañ ur maskl evit gweladenniñ an diabarzh

E miz C’hwevrer 2020 e oa komañset al labourioù er c’hastell gant SemBreizh evit Rannvro Breizh, hag echuet e oant bet e miz Mezheven 2021. Kempennet ez eus bet ur sal-brezegenniñ 50 plas enni ha lec’hioù evit labourat ha kejañ an eil re gant ar re all abalamour d’implijout ar c’hastell en un doare nevez. Ac’hann da viz Here e vo staliet ennañ servijoù Ofis publik ar brezhoneg ha gwazourien ar Rannvro eus skourr tiriadel Kreiz-Breizh (a zo e Karaez hag e Pondi).

En holl ez eus lakaet 4,36 milion a euroioù evit nevesaat ar savadur-mañ a zo merket e dalbennoù hag e doenn war roll ar Monumantoù istorel, adkempenn e drowardroioù, sevel ul lec’h parkañ gwarezet evit ar beloioù hag aesaat ar monedone d’an nammidi.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ