Kuzul Uhel Breizh evit an Hin

Crédit photo : Thomas Crabot

Da-heul labourioù Breizh Cop hag e guzul skiantel, ar Rannvro he deus lakaet bec’h evit krouiñ un ensav skiantel : Kuzul Uhel Breizh evit an Hin (KUBH). Hemañ a ro alioù fur d’ar Rannvro war kempoell he strategiezhioù tiriad ha war he folitikerezhioù e-keñver ar palioù lakaet – dileuskel nebeutoc’h a c’hazoù efed ti-gwer (bihanaat) ha prientiñ Breizh da efedoù cheñchamant an hin (en em ober).

Kuzul Uhel Breizh evit an Hin zo un ensav dizalc’h hag a ro displegadennoù skiantel war ar politikerezhioù publik renet evit stourm hag en em ober ouzh direizhamant an hin. Sklêrijennañ ar C’huzul-rannvro eo e gefridi bennañ, gant e alioù ha gant e erbedadennoù, evit ma ouife hennezh pegen kempoell eo ar strategiezhioù tematek hag ar strategiezhioù tiriad renet gantañ, ha pegen mat eo e bolitikerezhioù publik e-keñver ar palioù – dileuskel nebeutoc’h a c’hazoù efed ti-gwer (bihanaat cheñchamant an hin) ha prientiñ Breizh da efedoù cheñchamant an hin (en em ober).

Kement-se zo awenet-bras gant Kuzul Uhel Bro-C’hall evit an Hin. Eveltañ hag asambles gantañ e labour Kuzul Uhel Breizh evit an Hin evit kelaouiñ eñ ivez an dilennidi hag an holl dud dre vras diwar-benn direizhamant an hin hag e efedoù e Breizh. Evit kas da benn an ober-mañ, a zo rekis evit ma vefe sklêrijennet ar geodedourien, e kemer skouer war ar strolladoù mailhed war an hin staliet e rannvroioù all Frañs. Labourioù ar C’huzul Uhel a c’hell bezañ sevenet e stumm alioù dre skrid, danevelloù, kaieroù tematek pe kement tra a gav mat evit brudañ an titouroù produet pe diverret.

Evel organ kuzuliañ emañ o kenlabourat a-dost gant an obererien a c’hell ober traoù war dachenn direizhamant an hin, ha dreist-holl gant KASER, Arsellva an Endro e Breizh, Ajañs Breizh evit ar Vevliesseurted, ar Greizenn Dafar hag Arbennigiezh Skiantel war an Dour e Breizh (KDKSDB) ha kambr rannvroel al labour-douar.

Kadoriet eo kenbrezidantelezh Kuzul Uhel Breizh evit an Hin gant ur vaouez hag ur gwaz hag a zileur skiantoù an natur hag skiantoù an dud hag ar gevredigezh. Gant an izili e vezont dilennet. Ar C’huzul Uhel a c’hell divizout e-unan ar sujedoù a garfe labourat warno, hag evel-se e c’hell priziañ kement politikerezh rannvroel a zo e-keñver an dalc’hoù degaset gant direizhamant an hin. E-unan e choaz Kuzul Uhel Breizh evit an Hin an doare ma kemer divizoù ha ma aoz e labour, o vezañ m’eo dizalc’h ha neptu e-keñver ar C’huzul-rannvro.

Choaz ar mont en-dro a-vremañ

A-stroll e vez kemeret divizoù ar C’huzul Uhel. Ar burev zo ennañ ar genbrezidanted ha pevar ezel dilennet. E roll eo buheziñ ar C’huzul Uhel ha gwarantiñ e vefe kempoell hag ingal e labourioù.

Kuzul Uhel Breizh evit an Hin zo ennañ 20 ezel deuet eus metoù akademek Breizh hag anvet evit 6 vloaz gant ar C’huzul-rannvro. Evit sevel ar C’huzul Uhel ez eus bet goulennet kemer perzh digant ar peder skol-veur a Vreizh, an tri framm kevreadel evit an enklask, ha meur a framm deskadurezh uhel.

An izili a vez anvet dre m’int arbennigourien war an diskiblezhioù akademek a studi an hin hag hec’h efedoù, ha diwar dezverkoù gwellentez skiantel.

Kenbrezidantelezh

Anne-Marie Tréguier

Moroniourez fizikourez, renerez enklask er c’hKBIS – skol-veur Breizh-Izel

Kenoberourez 6vet danevell SECH

Arbennigourez war modeladur niverel an hin, ar morredennoù hag ar meurvorioù

Vincent Dubreuil

Kelenner douaroniezh e Roazhon 2. Arbennigour war efedoù cheñchamant an hin war al labour-douar ha war ar c’hêrioù, e Breizh hag en Amazonia.

Asambles gant ar strollegezhioù tiriadel e sav ingal raktresoù evit skoulmañ liammoù etre an enklask hag an ober publik.

Izili ar Burev

Laurent Labeyrie, douargimiezh, cheñchamant an hin hag an efedoù stag outañ war endro ar mor hag ar c’hevandirioù – Skol-veur Kreisteiz Breizh

Jean-Pierre Le Bourhis, skiantoù politikel – dielfennañ ar politikerezhioù endro ha yec’hed-endroKBIS/Roazhon 1

Béatrice Quenault, ekonomiezh – semplded, emober, dizarbenn ar riskloù ha dalc’husted an tiriadoù a-dal da cheñchamant an hin – Roazhon 2

Gérard Gruau, bevdouargimiezh – efedoù cheñchamant an hin hag obererezhioù mab-den war kalite an dour (eutrofelaat, saotradur) – KBIS/Roazhon 1

Izili

Benjamin Bergerot, ekologiezh – Roazhon 1

Vincent Bessonneau, yec’hed-endroSkol ar Studioù Uhel war ar Yec’hed Foran (SSUYF)

Valérie Bonnardot, douaroniezh – Roazhon 2

Christophe Cudennec, agronomiezh, dourhinadouriezh – Ensavadur Agro

Philippe Davy, geofizik, hidrologiezh – Roazhon 1

Florence Gourlay, douaroniezh – Skol-veur Kreisteiz Breizh

Marie-Hélène Hubert, ekonomiezh – Roazhon 1

Thibaut Lecompte, ijinerezh sivil – Skol-veur Kreisteiz Breizh

Marion Lemoine-Schonne, gwir – Roazhon 1

Manuel Plantegenest, ekologiezh – Ensavadur Agro

Anne Roué Le Gall, yec’hed-endroSSUYF

Nicole Roux, sokiologiezh – Skol-veur Breizh-Izel (SBI)

Luis Tito de Morais, ekologiezh ar morSBI

Joan Van Baaren, ekologiezh – Roazhon 1

Kit e darempred gant Kuzul Uhel Breizh evit an Hin : [email protected]