Kuzul ekonomikel, sokial hag endro ar Rannvro eo bodadenn aliañ ar C’huzul-rannvro. 120 den zo ennañ, dileuridi embregerezhioù hag obererezhioù micherel, aozadurioù sindikadel hag aozadurioù a gemer perzh er vuhez sokial a-stroll, er vuhez sevenadurel pe kevredigezhel. Ret eo da Brezidant ar C’huzul-rannvro goulenn ouzh ar c’hKESER reiñ alioù pe ober studiadennoù hag embann a ra e soñj ivez war an teulioù budjediñ ha steuñviñ.
Ul lec’h diviz ha kendiviz eo, e servij Breizh. Gant e zoare da labourat hag an dud a bep seurt a zo ennañ e c’hell ar c’hKESER kas prederioù da benn ha sevel a-stroll kinnigoù dibar war sujedoù hag a zo liammet tre-ha-tre ouzh ar pezh a sell ouzh ar geodedourien pe ar c’heodedourezed war dachenn ar stummañ, an ekonomiezh, an endro, kempenn an tiriad, ar genskoazell, kalite ar vuhez… An holl labourioù hag alioù-se a zegas sklêrijenn ha danvez ouzhpenn evit sevel ar politikerezhioù foran.