Bep c’hwec’h vloaz e votit dre vouezhiañ hollek war-eeun evit dilenn Kuzul-rannvro Breizh, a zo ur vodadenn enni 83 c’huzulier·ez hag a vez divizet ganti an heñchadurioù pennañ evit politikerezh ar Rannvro, gant sikour alioù div vodadenn guzuliañ. Gant « gouarnamant » ar Rannvro, ennañ ar prezidant hag ar bodad-seveniñ, e vez kinniget an divizadoù dirak ar vodadenn zivizout-mañ ha goude-se e vezont lakaet e pleustr gant servijoù melestradurezh ar Rannvro.
-
83c’huzulier·ez dilennet dre vouezhiañ hollek
-
3dalc’h hollek ar bloaz d’an nebeutañ
-
2vodadenn guzuliañ evit sikour kemer an divizoù
Ar bodad-seveniñ, gouarnamant ar Rannvro
Er bodad-seveniñ emañ prezidant Kuzul-rannvro Breizh, e vesprezidante·ze·d ha dilennidi dileuriet gant ar prezidant evit un dachenn bennak (an ekonomiezh, ar stummañ, an treuzdougen…). Dilennet e vez prezidant ar Rannvro gant an holl guzulierien-rannvro ; e penn ar velestradurezh emañ ivez. Prientiñ a ra an divizadoù a vez kinniget d’ar C’huzul-rannvro ha lakaat e velestradurezh da lakaat anezho e pleustr er rannvro.
Ar C’huzul-rannvro, ur vodadenn zivizout
Gant an 83 dilennad·ez-rannvro e vez termenet, goude bezañ kendivizet, war beseurt tu e vo heñchet politikerezh ar Rannvro e kement tachenn zo. Bodet e vezont en emvod-meur ur wech bep trimiziad, d’an nebeutañ, evit divizout diwar-benn kinnigoù ar prezidant, gant sikour alioù ar bodadoù tematek hag an div vodadenn guzuliañ. Etre daou zalc’h e vez bodet ar bodad pad (15 besprezidant·ez hag 11 kuzulier·ez-rannvro) ur wech ar miz, dre vras, evit kemer an divizoù a sell ouzh lakaat budjed ar bloaz e pleustr.
Div vodadenn guzuliañ
Div vodadenn guzuliañ a sikour ar C’huzul-rannvro da gemer divizadoù gant o studiadennoù hag o alioù : Kuzul ekonomikel, sokial hag endro ar rannvro (lien landing page Ceser) evel er Rannvroioù all, hag ar C’huzul sevenadurel (lien page Conseil culturel), n’en deus ket e bar er Rannvroioù all.
Melestradurezh ar Rannvro
E-touez gwazourien servijoù ar Rannvro (lien page « les services régionaux ») ez eus 1 000 gwazour hag a zo o labourat er renerezhioù : dindan renerezh pennrener ar servijoù, anvet gant Prezidant ar C’huzul-rannvro, e reont war-dro prientiñ an heñchadurioù hag an divizadoù votet gant ar C’huzul-rannvro, ha lakaat anezho e pleustr.
- 4 200 gwazour·ez, ouzhpenn 1 000 anezho er servijoù kreiz
- 2 Di Breizh e Pariz hag e Brusel
An doare dilennadegoù
Dilennet e vez ar c’huzulierezed hag ar guzulierien-rannvro bep c’hwec’h vloaz dre vouezhiañ hollek, ha ret eo kinnig listennoù warno merc’hed ha paotred hanter-ouzh-hanter. A-benn 2021 emañ an dilennadegoù kentañ da zont evit ar Rannvro, div dro a vo (ma ne vez ar muianiver absolut gant listenn ebet en dro gentañ) ha diouzh un doare mouezhiañ kemmesk diwar skouer an dilennadegoù evit an tiez-kêr (kenfeurel gant ur bonuz evit al listenn a ya ar muiañ a vouezhioù ganti). War un dro e vez roet ur bonuz 25% (d’al listenn a zo er plas kentañ) ha rannet 75% eus ar sezoù diouzh ar c’henfeur (diouzh dregantad ar mouezhioù aet gant pep listenn) abalamour da lakaat un tu gounid stabil da zont war wel.
Aller plus loin
Participez à une visite-découverte de la Région dans l’hémicycle des assemblées
Un kit pédagogique pour comprendre la Région