Abalamour da reiñ da welet sevenadur hag ekonomiezh Breizh e-maez ar vro hon eus staliet div egorenn, unan e Pariz, eben e Brusel. Lec’hioù int o-div hag a ziskouez pegen bev-birvidik eo Breizh ; o fal eo diskouez Breizh d’an obererien ekonomikel ha d’an ensavadurioù europat war un dro.