Breizh e Pariz, ha dreist-holl e Montparnasse, a vez gwelet kement atav, ken a-fet an ekonomiezh ken a-fet ar sevenadur. Ur brouenn eus kement-se eo birvidigezh ar rouedadoù breizhat ha niver ar gouelioù gouestlet da Vreizh bep bloaz. E-kreiz ar c’harter-se en deus staliet Kuzul-rannvro Breizh e egorenn aferioù.
Egorenn aferioù
Ti Breizh, un aveadur prestet d’an obererien vreizhat (embregerezhioù, kevredigezhioù, aozadurioù publik, strollegezhioù tiriadel, mediaoù…), zo ul lec’h ma vez lakaet obererezh ar rannvro war wel e Pariz. Lec’hiet mat-tre eo dre dre m’emañ war-hed pemp munut diouzh gar Montparnasse hag e-se eo aes tre mont di gant an tren eus Breizh a-bezh. Aes eo dont gant al Linenn tizh bras a laka Breizh war-hed 1e30 diouzh Pariz.
Mirit ho sal !
En egorenn aferioù Ti Breizh ez eus meur a sal-emvod ma c’haller bodañ etre 5 pe 6 den ha 18 pe 20 den hag un egorenn brezegenniñ ma c’haller degemer betek 56 den. En holl salioù ez eus ur reizhiad videobannañ hag ur gevreadenn ouzh ar Genrouedad (gallout a reer ober gant ur reizhiad videoprezegennoù e salioù zo.)
Evit kas deomp ur goulenn mirout salioù :
– Furmskrid enlinenn (liamm war ar furmskrid goulenn nevez)
– Pellgomz : 01.53.63.11.50
En un doare pleustrek :
Digor eus 9e da 6e eus al Lun d’ar Gwener gant mirout ul lec’h (gallout a reer mirout ur sal pe meur a hini e-maez an eurioù digeriñ ivez, d’ar Sadorn pe diouzh an noz, en ur c’houlenn en a-raok ha gant prizioù disheñvel).
Ti Breizh
8 rue de l’arrivée
75 015 PARIZ
[email protected]