{"id":109995,"date":"2022-12-12T16:40:15","date_gmt":"2022-12-12T15:40:15","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=109995"},"modified":"2024-06-26T10:23:46","modified_gmt":"2024-06-26T08:23:46","slug":"feulsventer-un-ostilh-a-embann-ar-rannvro-evit-stourm-ouzh-ar-feulsteriou-seksist-ha-seksel","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/feulsventer-un-ostilh-a-embann-ar-rannvro-evit-stourm-ouzh-ar-feulsteriou-seksist-ha-seksel\/","title":{"rendered":"Feulsventer : un ostilh a embann ar Rannvro evit stourm ouzh ar feulsterio\u00f9 seksist ha seksel"},"content":{"rendered":"
\n An Devezh etrebroadel evit kas da get ar feulsterio\u00f9 ouzh ar merc\u2019hed a laka war wel en un doare kriz met salvus ur walenn gevredigezhel hag a sell ouzhomp-holl. Meur a vloaz zo ema\u00f1 Rannvro Breizh o lakaat bec\u2019h evit kas war-raok ingalded ar gwirio\u00f9 etre ar merc\u2019hed hag ar baotred en he holl gefridio\u00f9. E 2020 he doa embannet ul levr war sifro\u00f9 penna\u00f1 an ingalded merc\u2019hed paotred. Ur feulsventer a embann hiziv, da-ge\u00f1ver Devezh an 25 a viz Du.<\/p>\n\n\n An ostilh-se a c\u2019hell muzulia\u00f1, kemenn ha prizia\u00f1 an tagadenno\u00f9 enep ar gwir. Bez\u2019 e oa anezha\u00f1 dija evit Bro-C\u2019hall a-bezh\u00a0: ret e oa e azasaat ouzh Breizh, en ur ouzhpenna\u00f1 niverenno\u00f9 ar frammo\u00f9 selaou ha degemer<\/strong>, da genta\u00f1-penn evit pep departamant<\/strong>.<\/p>\n\n\n\n Ni a fell deomp ma c\u2019hello an holl dud, paotred pe merc\u2019hed, ober gant an ostilh kizidikaat-ma\u00f1<\/strong> a zo diazezet war ar c\u2019henasant. A-raok ar 25 a viz Du eo bet skignet el liseo\u00f9, er skolio\u00f9-meur, er c\u2019hreizenno\u00f9-stumma\u00f1 hag e meur a ensavadur ha kevredigezh a Vreizh. Diwar-vrema\u00f1 e c\u2019heller kaout, diwar c\u2019houlenn, ur stumm paper anezha\u00f1 digant ar Rannvro<\/strong> (mission.egalite@bretagne.bzh)<\/strong>.<\/p>\n\n\n\n Kenasanti\u00f1 a dalv embann beza\u00f1 a-du en un doare emskiantek, dizalc\u2019h ha fraezh en ur momed resis hag en un degouezh resis. Pep hini a c\u2019hell distrei\u00f1 diwar e asant pa gar hag evit abego\u00f9 dezha\u00f1 e-unan, hep beza\u00f1 peraget pe moustret.<\/p>\n <\/div>\n\n\n\n Aketusoc\u2019h eo ar gevredigezh, abalamour ma vez titouret gwelloc\u2019h an dud. Koulskoude, e Breizh evel e lec\u2019h all eo bet heverk kresk ar feulsterio\u00f9 etre ar priedo\u00f9, e-pad ar prantado\u00f9 kenfina\u00f1 dreist-holl. Ar \u00ab Sifr du \u00bb a ranker diskulia\u00f1 c\u2019hoazh, niver ar feulsterio\u00f9 a c\u2019hoarvez e sekred an tiegezhio\u00f9.<\/p>\n\n\n\n E 2000 e oa anezha\u00f1 dija\u00a0: hervez enklask broadel war ar feulsterio\u00f9 ouzh ar merc’hed e Fra\u00f1s (EBFEMF)<\/a>, ar feulsterio\u00f9 etre priedo\u00f9 a veze anduret muioc\u2019h gant ar merc\u2019hed yaouank etre 20 ha 24 bloaz (15\u00a0% en daouzek miz tremen) eget gant hollad ar maouezed (10%). E 2021 e voe diskouezet ar memes tra gant ar flap \u00ab\u00a0Comment on s\u2019aime<\/a>\u00a0\u00bb, kinniget gant ar gevredigezh\u00a0En avant toute(s)<\/a>. Ouzhpenn 3 000 a gaozeadenno\u00f9 dizanv ha digoust a oa bet dalc\u2019het enlinenn, peurvuia\u00f1 gant merc\u2019hed etre 18 ha 24 bloaz, pe gant re dindan 18 vloaz (e-tro 15\u00a0%). An darn vrasa\u00f1 anezho a embanne beza\u00f1 bet gwallgaset gant o dous.<\/p>\n\n\n\n Abaoe 2020, ar strollegezh he deus savet div gellig enep ar feulsterio\u00f9 seksist ha seksel el labour :<\/p>\n Engouestlo\u00f9 war hir dermen<\/strong><\/p>\n A-hend-all, goulennet he deus ar Rannvro e vefe lakaet muioc\u2019h war-wel gant ar stummadurio\u00f9 yec\u2019hedel ha sokial an doare ma kelennont penaos dizarbenn ar feulsterio\u00f9. Kemeret he deus lod el lusk a zo e Breizh enep an harellerezh hag ar feulsterio\u00f9 seksist ha seksel e bed an deskadurezh uhel hag an enklask. Gouestlet he deus ivez sacha\u00f1 evezh dilennidi ar C\u2019huzul-rannvro war seurt tagadenno\u00f9 enep bri ar merc\u2019hed.<\/p>\n <\/div>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"An Devezh etrebroadel evit kas da get ar feulsterio\u00f9 ouzh ar merc\u2019hed a laka war wel en un doare kriz met salvus ur walenn gevredigezhel hag a sell ouzhomp-holl. Meur a vloaz zo ema\u00f1 […]","protected":false},"author":20,"featured_media":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_acf_changed":false,"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":"","ep_exclude_from_search":false,"footnotes":""},"categories":[944,507,67,1],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"class_list":{"0":"post-109995","1":"post","2":"type-post","3":"status-publish","4":"format-standard","6":"category-ingalded","7":"category-egalite","8":"category-a-bep-seurt","9":"category-non-classifiee"},"acf":{"page_url":"","is_searchable":true,"adresse_openstreetmap":{"lat":48.1172879,"lng":-1.6778183,"zoom":12,"markers":[],"address":"","layers":["OpenStreetMap.Mapnik"],"version":"1.4.2","center_lat":48.1172879,"center_lng":-1.6778183},"ville":"","departement":"","region":"","id_epci":"","grands_projets_lies":"","elus_lies":"","services_lies":"","directions_lies":"","aides_lies":"","adresse":"","code-postal":"","longitude":"","latitude":""},"yoast_head":"\n<\/figure>\n\n\n\n
Petra eo ar c\u2019henasant ?<\/h3>\n
Sifro\u00f9 nec\u2019hus bepred<\/strong><\/h2>\n\n\n\n
Obero\u00f9 sevenet en diabarzh<\/h3>\n
\n