{"id":110000,"date":"2022-12-12T16:53:01","date_gmt":"2022-12-12T15:53:01","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=110000"},"modified":"2024-04-11T15:56:16","modified_gmt":"2024-04-11T13:56:16","slug":"victor-le-pape-eo-ar-skiper-nevez-diwanad-breizh-kkb","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/victor-le-pape-eo-ar-skiper-nevez-diwanad-breizh-kkb\/","title":{"rendered":"Victor Le Pape eo ar skiper nevez Diwanad Breizh \u2013 KKB !"},"content":{"rendered":"
\n Gourfenn an Daeadeg Diwanad Rannvro Breizh \u2013 Kef Kengredit Breizh a oa bet klozet e bae ar Forest er sizhun dremenet. An tri den yaouank dalc\u2019het da-heul ar prantad dibab o deus kevezet an eil ouzh egile da-ge\u00f1ver troiado\u00f9 giz \u00ab\u00a0bananez\u00a0\u00bb, o-unan-penn war o Figaro B\u00e9n\u00e9teau 3. Victor Le Pape en deus gounezet pemp redadeg diwar eizh e doareo\u00f9 amzer a bep seurt. Ganta\u00f1 eo aet ar maout eta\u00a0: e\u00f1 a yelo da skiper nevez Diwanad Filierenn wellentez ar redadego\u00f9 en donvor.<\/p>\n\n E-kreiz miz Du e oa en em gavet tri gourfennad an Daeadeg Diwanad Breizh \u2013 Kef Kengredit Breizh evit keveza\u00f1 an eil ouzh egile war bago\u00f9 Figaro B\u00e9n\u00e9teau. A-benn ar fin eo Victor Le Pape a yelo e-pad daou vloaz da skiper Diwanad Filierenn wellentez ar redadego\u00f9 en donvor. Pemp gwech eo deuet an trec\u2019h ganta\u00f1 da-ge\u00f1ver eizh troiad redet e amzerio\u00f9 a bep doare. Kemer a ra lec\u2019h Gaston Morvan.<\/p>\n\n\n\n Daou briz a ya ganta\u00f1. Da genta\u00f1, ur budjed mont en-dro evit gellet kemer perzh diouzh ar gwella\u00f1 e troiad Kampionad Fra\u00f1s Uhelidi ar Redadego\u00f9 a-Unano\u00f9 en Donvor. Da eil, ur plas e Pol Penn-ar-Bed ar Redadego\u00f9 en donvor e-lec\u2019h ma c\u2019hello heulia\u00f1 ur stummadur micherel sirius ha deski\u00f1 e-mesk gwella\u00f1 merdeerien Bro-C\u2019hall.<\/p>\n\n\n\n Pevare e kampionad Europa plankenn-dre-lien RS One e 2015, kampion Fra\u00f1s Open 5.70 e 2017, ha kelenner DKS ouzhpenn se, paotr Fouenant a oa laouen e vefe aet ar maout ganta\u00f1.\u00a0\u00ab D\u2019an trede taol eo deuet ganin !\u00a0(\u2026) A-benn brema\u00f1 eo un hunvre hag a zeu da wir evidon. Daou vloaz zo e oan deuet evel outsider, hag abaoe em eus klasket beza\u00f1 an efedusa\u00f1 ar gwella\u00f1, gant ar pal-se. Me a c\u2019hortoze kalz digant an Daeadeg eus ar c\u2019henta\u00f1-se. Ur cha\u00f1s dibar eo evit toulla\u00f1 ma hent micherel e bed ar Redadego\u00f9 en donvor. Laouen-bras on pa so\u00f1jan e redin dindan livio\u00f9 Rannvro Breizh ha Kef Kengredit Breizh kerkent ha koulzad 2023. Mall zo warnon staga\u00f1 ganti dija. \u00bb<\/em><\/p>\n\n\n\n Jeanne Gr\u00e9goire, renerez Pol Penn-ar-Bed ar Redadego\u00f9 en donvor, he deus lakaet da genta\u00f1 ar gaoz war doareo\u00f9 an amzer war vor, \u00ab che\u00f1ch-diche\u00f1ch a-wecho\u00f9, gant avel etre 8 ha 22 skoulm. E-giz-se eo bet diskouezet live teknikel an eil re hag ar re all, ha gwelet ivez o barregezh da badout dindan wask. A-benn ar fin eo aet eo ar maout gant ur merdeer kenta\u00f1 troc\u2019h, hag he\u00f1vel eo evit an eil hag an trede, ar pezh a oa pouezus evidomp. \u00bb<\/em><\/p>\n\n\n\n Krouet gant Rannvro Breizh ha Kef Kengredit Breizh (a zo engouestlet o-daou e bed ar bageal abaoe meur a vloaz), filierenn wellentez ar redadego\u00f9 en donvor Breizh-Kef Kengredit a ginnig d\u2019ar skiperien yaouank ur stummadur micherel dibar evit ar redadego\u00f9 en donvor el live uhela\u00f1, evel skiper Diwanat, skiper Kur ha skiper Meurvor.<\/p>\n <\/div>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"Gourfenn an Daeadeg Diwanad Rannvro Breizh \u2013 Kef Kengredit Breizh a oa bet klozet e bae ar Forest er sizhun dremenet. An tri den yaouank dalc\u2019het da-heul ar prantad dibab o deus kevezet an eil […]","protected":false},"author":20,"featured_media":108851,"comment_status":"open","ping_status":"open","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_acf_changed":false,"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":"","ep_exclude_from_search":false,"footnotes":""},"categories":[938,933,927,512,24,36],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"class_list":{"0":"post-110000","1":"post","2":"type-post","3":"status-publish","4":"format-standard","5":"has-post-thumbnail","7":"category-sport-br","8":"category-mor","9":"category-diorren-ekonomikel","10":"category-sport","11":"category-developpement-economique","12":"category-mer"},"acf":{"page_url":"","is_searchable":true,"adresse_openstreetmap":{"lat":48.1172879,"lng":-1.6778183,"zoom":12,"markers":[],"address":"","layers":["OpenStreetMap.Mapnik"],"version":"1.4.2","center_lat":48.1172879,"center_lng":-1.6778183},"ville":"","departement":"","region":"","id_epci":"","grands_projets_lies":"","elus_lies":"","services_lies":"","directions_lies":"","aides_lies":"","adresse":"","code-postal":"","longitude":"","latitude":""},"yoast_head":"\n\n\n
\u00ab D\u2019an trede taol eo deuet ganin ! \u00bb<\/em><\/h2>\n\n\n\n
Ur filierenn wellentez evit ar redadego\u00f9 en donvor <\/h3>\n