{"id":114380,"date":"2023-03-03T16:35:56","date_gmt":"2023-03-03T15:35:56","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=114380"},"modified":"2024-04-11T15:54:30","modified_gmt":"2024-04-11T13:54:30","slug":"mois-du-breton-mizvezh-ar-brezhoneg-2023","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/mois-du-breton-mizvezh-ar-brezhoneg-2023\/","title":{"rendered":"Mois du breton | Mizvezh ar brezhoneg 2023"},"content":{"rendered":"

\n Distroet eo Mizvezh ar brezhoneg gant ouzhpenn 300 a abadenno\u00f9 ha darvoudo\u00f9 liammet gant ar brezhoneg bet enskrivet er programm ! E-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg 2023 e vo digoret dorio\u00f9 ar skolio\u00f9 dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn dreist-holl.<\/p>\n\n\n

\"\"<\/figure>\n\n\n\n

Darvoudo\u00f9 liesseurt a yay d\u2019ober programm 7vet koulzad Mizvezh ar brezhoneg e 2023. Pep lec\u2019h e Breizh e vo tu da gaout plijadur e-leizh gant pinvidigezh, startijenn ha modernelezh ar brezhoneg gant ouzhpenn 300 a zarvoudo\u00f9 hag abadenno\u00f9.<\/p>\n\n\n\n

Banna\u00f1 filmo\u00f9 faltazi ha teulfilmo\u00f9, nozvezhio\u00f9 c\u2019hoario\u00f9 a-stroll, ataliero\u00f9 kegina\u00f1, gwerzh levrio\u00f9, klask te\u00f1zorio\u00f9\u2026 Evit pep blaz hag evit pep oad !<\/p>\n\n\n\n

Da notenni\u00f1 :<\/strong> e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg e vo digoret ivez dorio\u00f9 ar skolio\u00f9 dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn. Titouro\u00f9 enlinenn<\/a>.<\/p>\n\n\n\n

Ar programm a-bezh :<\/strong><\/h2>\n\n\n\n