{"id":138406,"date":"2024-02-26T10:07:09","date_gmt":"2024-02-26T09:07:09","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=138406"},"modified":"2024-02-26T10:07:29","modified_gmt":"2024-02-26T09:07:29","slug":"mizvezh-ar-brezhoneg-2024","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/mizvezh-ar-brezhoneg-2024\/","title":{"rendered":"Mizvezh ar brezhoneg 2024"},"content":{"rendered":"
\n Distroet eo Mizvezh ar brezhoneg gant meur a gant abadenn ha darvoud liammet gant ar brezhoneg ! E-kerzh Mizvezh ar brezhoneg 2024 (eus ar 24 a viz C\u2019hwevrer betek an 31 a viz Meurzh) e vo digoret dorio\u00f9 ar skolio\u00f9 dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn dreist-holl.<\/p>\n\n\n Darvoudo\u00f9 liesseurt a yelo d\u2019ober 8vet<\/sup> koulzad Mizvezh ar brezhoneg 2024. Pep lec\u2019h e Breizh e vo tu da gaout plijadur e-leizh gant pinvidigezh, startijenn ha modernelezh ar brezhoneg gant meur a gant darvoud hag abadenn.<\/p>\n\n\n\n Banna\u00f1 filmo\u00f9 faltazi ha teulfilmo\u00f9, nozvezhio\u00f9 c\u2019hoario\u00f9 a-stroll, ataliero\u00f9 kegina\u00f1, gwerzh levrio\u00f9, klask te\u00f1zorio\u00f9\u2026 Evit pep blaz hag evit pep oad !<\/p>\n\n\n\n Da notenni\u00f1 :<\/strong>\u00a0e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg e vo digoret ivez dorio\u00f9 ar skolio\u00f9 dre soubidigezh ha divyezhek da Wener ha da Sadorn. Ama\u00f1 ema\u00f1 an holl ditouro\u00f9 !<\/a><\/p>\n\n\n\n Strolla\u00f1 a ra an Emglevio\u00f9-bro, war un tiriad termenet mat, kevredigezhio\u00f9 ha kevreado\u00f9 hag a labour evit diorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Labourat a reont war dachenn ar c\u2019helenn hag ar stumma\u00f1 evit an dud deuet, ar c\u2019hroui\u00f1 sevenadurel, an dudi evit ar re yaouank pe ar sport. So\u00f1jal a ra d\u2019ar Rannvro ez eo an Emglevio\u00f9 ar frammo\u00f9 azas evit rei\u00f1 an tu d\u2019ar muia\u00f1 ar gwella\u00f1 a dud da gemer perzh e pep tiriad hag evit kinnig war un dro obererezhio\u00f9 poellek ha tost ouzh an dud. Triwec\u2019h Emglev-bro a gemer perzh e 8vet Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (An Alre), Sked (Brest), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Gouelo\u00f9 (Kawan), Tud Bro Konk (Konk-Kerne), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Bro-Leon (Lesneven), Emglev Bro an Oriant (An Oriant), KLT (Montroulez), Yezho\u00f9 ha Sevenadur (Naoned), Ti ar Vro bro Pondi (Pondi), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn Ti ar vro \/ L\u2019\u00d4t\u00e8 (Sant-Brieg) hag Emglev Bro Gwened (Gwened).<\/p>\n <\/div>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"Distroet eo Mizvezh ar brezhoneg gant meur a gant abadenn ha darvoud liammet gant ar brezhoneg ! E-kerzh Mizvezh ar brezhoneg 2024 (eus ar 24 a viz C\u2019hwevrer betek an 31 a viz Meurzh) e vo digoret dorio\u00f9 […]","protected":false},"author":20,"featured_media":92685,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":""},"categories":[932],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"acf":{"page_url":"","is_searchable":true,"adresse_openstreetmap":{"lat":48.117266,"lng":-1.6777926,"zoom":12,"markers":[],"address":"","layers":["OpenStreetMap.Mapnik"],"version":"1.5.6","center_lat":48.117266,"center_lng":-1.6777926},"ville":"","departement":"","region":"","id_epci":"","grands_projets_lies":"","elus_lies":"","services_lies":"","directions_lies":"","aides_lies":"","adresse":"","code-postal":"","longitude":"","latitude":""},"yoast_head":"\n<\/figure>\n\n\n\n
Ar programm a-bezh :<\/strong><\/h2>\n\n\n\n
\n
18 Emglev-bro ouzh ar stern<\/h3>\n