\n
<\/p>\n
Abalamour da vasta\u00f1 da ezhommo\u00f9 pemdez an implijerien ha d\u2019ar red m\u2019eo digarbona\u00f1 an doareo\u00f9 monedonea e vez lakaet sammado\u00f9 arc\u2019hant bras gant <\/strong>ar Rannvro evit an treuzdougen.<\/p>\nEn em aoza\u00f1 a ra ar Rannvro asambles gant an etrekumunelezhio\u00f9 e Breizh evit sevel, ac\u2019hann da 2025, ur sindikad kemmesk, Breizh Fi\u00f1vusted<\/strong>, evit unvani\u00f1 nerzhio\u00f9 ar strollegezhio\u00f9 abalamour da ziorren ar c\u2019hinnig treuzdougen a-stroll liesvod <\/strong>(trenio\u00f9, kirri-boutin, bigi, fi\u00f1vusted doujus\u2026) hag ar servijo\u00f9 liammet outo, evel ar gartenn KorriGo<\/strong>. Un ostilh boutin etre an dud e vo evit kre\u00f1vaat ar c\u2019hinnig treuzdougen publik a-stroll e Breizh a-bezh.<\/p>\n \n \n \n \n \n <\/div>\n <\/section>\n \n An danevell \u00ab kevatalded ar gwirio\u00f9 etre maouezed ha gwazed \u00bb<\/button><\/h2>\n \n
<\/p>\n
20 vloaz<\/strong> zo eo engouestlet ar Rannvro evit ar gevatalded maouezed-gwazed en hec\u2019h holl gefridio\u00f9. Embann a ra un danevell vloaziek<\/strong> diouzh lezenn ma vez graet ar bila\u00f1s eus an obero\u00f9 hag an araokadenno\u00f9 a zo bet graet. Ma chom digevatalderio\u00f9 c\u2019hoazh e talc\u2019ho ar Rannvro gant he strivo\u00f9. En teul-ma\u00f1 ez eus bet termenet palio\u00f9, da skouer lakaat ar feulsventer e-kerz an holl gevelerien d\u2019ar Rannvro<\/strong>. War hiroc\u2019h termen e vo savet ur steu\u00f1v obero\u00f9 ma vo kemeret muioc\u2019h a dachenno\u00f9 emella\u00f1 e kont, evel ar porzhio\u00f9, ar c\u2019hanolio\u00f9, an touristerezh\u2026<\/p>\n \n \n \n \n \n <\/div>\n <\/section>\n \n Ur skoazell dreistordinal 200 000\u20ac evit Diwan<\/button><\/h2>\n \n
<\/p>\n
Ar Rannvro a ro bec\u2019h evit sikour ar gevredigezh Diwan hag he rouedad skolio\u00f9 brezhonek, laik ha digoust<\/strong>, da dala\u00f1 ouzh o diaesterio\u00f9 arc\u2019hant. Gant ar c\u2019hendivizad a-ziforc\u2019h kensinet gant ar Stad e miz Meurzh 2022<\/strong> lakaet e pleustr ec\u2019h embann adarre he c\u2019hoant da welet ar Stad o labourat evit yezho\u00f9 Breizh.<\/p>\nAr Rannvro he deus embannet en un doare sklaer e fell dezhi kreski\u00f1 he budjed gouestlet da yezho\u00f9 Breizh. E 2027 e vo gouestlet tost da 13 M\u20ac <\/strong>dezho dre ar Steu\u00f1v Adperc\u2019henna\u00f1 yezho\u00f9 Breizh, a oa bet votet a-unvouezh e miz Kerzu 2023. Rannvro Breizh eo ar strollegezh e Fra\u00f1s a laka ar muia\u00f1 a arc\u2019hant <\/strong>evit an dachenn-se.<\/p>\n <\/p>\n \n \n \n \n \n <\/div>\n <\/section>\n \n Karterio\u00f9 2030 : skoazella\u00f1 ar c\u2019harterio\u00f9-k\u00ear bresk<\/button><\/h2>\n \n
Krog eo ar Rannvro, asambles gant ar Stad hag ar strollegezhio\u00f9 lec\u2019hel, d\u2019ober gant rummad kevrato\u00f9 k\u00ear nevez, evit 31 c\u2019harter <\/strong>ma vev 90\u00a0000 a dud<\/strong>, familho\u00f9 bras pe unkar peurvuia\u00f1, ganto nebeud a arc\u2019hant.<\/p>\nAn hevelep dalc\u2019h eo abaoe ma oa bet la\u00f1set ar politikerezh publik-se e 2015\u00a0: gwellaat an doareo\u00f9 beva\u00f1 ha loja\u00f1 a vez gant ar bobla\u00f1s yaouank-se, dre 24 ober <\/strong>hag a vez kaset da benn war dachenn ar stumma\u00f1, al lojeiz pe c\u2019hoazh ar sevenadur hag ar fi\u00f1vusted. Ac\u2019hann da 2030<\/strong> e vo gouestlet ur budjed 24 M\u20ac <\/strong>d\u2019ar programm-se e-stern ar gevrat Stad-Rannvro. Labourio\u00f9 fetis<\/strong> ha liesseurt a vez douget gant ar Rannvro war an dachenn-se\u00a0: lakaat ostilho\u00f9 titouri\u00f1 e plas diwar-benn an treuzdougen BreizhGo, kinnig ober anaoudegezh gant micherio\u00f9, dreist-holl dre stajo\u00f9, kinnig plaso\u00f9 evit mont da abadenno\u00f9 zo, pe aoza\u00f1 obero\u00f9 evit kre\u00f1vaat al liammo\u00f9 a vez etre al liseo\u00f9 hag ar c\u2019harterio\u00f9.<\/p>\n \n \n \n \n \n <\/div>\n <\/section>\n \n Nevesaat energetek hollek e savadurio\u00f9 ar skolio\u00f9-meur : un taol-arnod dibar e Fra\u00f1s<\/button><\/h2>\n \n
E Fra\u00f1s n\u2019eus ket par d\u2019ar raktres-se m\u2019en em gav ar Stad asambles gant ar Rannvro, ar strollegezhio\u00f9 empleget hag ar 4 skol-veur a zo e Breizh evit ur sammad 71 M\u20ac ac\u2019hann da 2029<\/strong> evit labourio\u00f9 hollek \u2013 en o zouez 16,2 M\u20ac<\/strong> a-berzh ar Rannvro. Diazezet eo war ur so\u00f1j nevez\u00a0: kenlodenni\u00f1 hag hollekaat ar studiadenno\u00f9 hag ar chanterio\u00f9 evit rei\u00f1 la\u00f1s d\u2019al labourio\u00f9 nevezi\u00f1 termek mallus war ar savadurio\u00f9 kelenn, savet er bloavezhio\u00f9 1960-70<\/strong>.<\/p>\nOuzhpenn 147\u00a0000 a studierien ha tost da 10\u00a0000 kelenner, enklasker hag implijad melestradurel a labour bep bloaz e-barzh ar 4 skol-veur e Breizh, rak-se ez eus bet so\u00f1jet en ur raktres daou bal dezha\u00f1\u00a0:\u00a0espern energiezh ha degemer implijerien ar c\u2019hampuso\u00f9 e doareo\u00f9 gwelloc\u2019h.<\/strong> Implijet e vo danvezio\u00f9 a orin bio hag adimplijet danvezio\u00f9 diwar chanterio\u00f9 disevel evit degas un dalvoudegezh ekologel ouzhpenn <\/strong>d\u2019ar programm.<\/p>\n \n \n \n \n \n <\/div>\n <\/section>\n <\/div>\n <\/div>\n <\/div>\n<\/div>\n\n\nAn teuliado\u00f9 all\u00a0:<\/strong><\/h3>\n\n\n\n\n\u201cOber evit hol liseo\u00f9 publik \u2013 Brastres-ren savadurio\u00f9 al liseo\u00f9 publik<\/strong> Bila\u00f1s ar steu\u00f1v obero\u00f9 2022-2024 \u2013 Ar poent war stad an trao\u00f9 e hanter 2024<\/li>\n\n\n\nDanevell obererezh ha diorren padus 2023<\/strong><\/li>\n\n\n\nDanevell vloaziek ar skoazello\u00f9 arc\u2019hant<\/strong> gant ar Rannvro\u00a0<\/li>\n\n\n\nDivizad daskemm niv. 3 war budjed 2024<\/li>\n\n\n\n Nomenkladur strategel dre brogramm (NSP)<\/li>\n\n\n\n La\u00f1sa\u00f1 an argerzh evit adrumma\u00f1 Park naturel rannvroel ar Mor Bihan<\/strong> ha bevenna\u00f1 an dachenn studia\u00f1<\/li>\n\n\n\nDivoda\u00f1 Sindikad kemmesk al Lec\u2019hienn veur e Beg ar Raz er C\u2019hab<\/strong><\/li>\n\n\n\nEil daskemm ar BRTDPKT evit Breizh<\/strong><\/li>\n\n\n\nAn danevell diwar-benn holl berzhio\u00f9 ar Rannvro – Embregvezh 2023<\/li>\n<\/ul>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"E-kerzh dalc\u2019h an 9, 10 hag 11 a viz Here e oa bet degemeret gant an dilennidi he\u00f1chadurio\u00f9 penna\u00f1 budjed 2025, a vo kendivizet diwar o fenn ha votet e miz Kerzu.","protected":false},"author":20,"featured_media":0,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":"","footnotes":""},"categories":[937],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"class_list":{"0":"post-176649","1":"post","2":"type-post","3":"status-publish","4":"format-standard","6":"category-dalch"},"acf":{"page_url":"","is_searchable":true,"adresse_openstreetmap":{"lat":48.117266,"lng":-1.6777926,"zoom":12,"markers":[],"address":"","layers":["OpenStreetMap.Mapnik"],"version":"1.5.6","center_lat":48.117266,"center_lng":-1.6777926},"ville":"","departement":"","region":"","id_epci":"","grands_projets_lies":"","elus_lies":"","services_lies":"","directions_lies":"","aides_lies":"","adresse":"","code-postal":"","longitude":"","latitude":""},"yoast_head":"\nAn dalc\u2019h e miz Here 2024 diwar-benn he\u00f1cha\u00f1 ar budjed berr-ha-berr · R\u00e9gion Bretagne<\/title>\n \n \n \n \n \n \n \n \n \n \n \n \n \n\t \n\t \n\t \n \n \n \n \n \n\t \n\t \n\t \n