{"id":58019,"date":"2020-03-31T16:10:00","date_gmt":"2020-03-31T14:10:00","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/actualites\/soutien-aux-activites-touchees-par-lepidemie-plus-de-100-me-daides-exceptionnelles-2\/"},"modified":"2024-04-11T16:20:35","modified_gmt":"2024-04-11T14:20:35","slug":"soutien-aux-activites-touchees-par-lepidemie-plus-de-100-me-daides-exceptionnelles-2","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/soutien-aux-activites-touchees-par-lepidemie-plus-de-100-me-daides-exceptionnelles-2\/","title":{"rendered":"Sikour an obererezhio\u00f9 lakaet diaes gant an epidemiezh : ouzhpenn 100 M\u20ac a sikourio\u00f9 dreistordinal"},"content":{"rendered":"
\n Dilun e oa bet bodet, gant Lo\u00efg Chesnais-Girard, ur bodad-pad dre glevbrezegenn hag he doa aprouet un torkad diarbenno\u00f9 abalamour da grenna\u00f1 efedo\u00f9 fall ar bandemiezh Covid-19 war dachenno\u00f9 pouezus-kena\u00f1 eus an obererezhio\u00f9 e Breizh. Dav eo aze gwarezi\u00f1 ar muia\u00f1 ar vuhez ekonomikel ha kevredigezhel e Breizh hag an aozadurio\u00f9 stumma\u00f1 micherel hag an dud a denn o mad anezho. Se zo kaoz e vo lakaet 103,8 M\u20ac gant ar Rannvro e-barzh an tachenno\u00f9 a zo en he c\u2019harg, asambles gant ar strollegezhio\u00f9 all eus Breizh.<\/p>\n\n Un efed fall zo gant an enkadenn yec\u2019hedel er mare-ma\u00f1 war ur bern frammo\u00f9 e bed ar c\u2019hevredigezhio\u00f9, hini ar sevenadur ha hini ar sport. Evit gwarezi\u00f1 o obererezh ha sikour anezho da zelc\u2019her ganto, e vez roet bec\u2019h gant ar Rannvro\u00a0: <\/p>\n\n\n\n Ar pal eo aesaat d\u2019an embregerezhio\u00f9 kaout kredado\u00f9 anez beza\u00f1 koll a-fet te\u00f1zorierezh. <\/p>\n\n\n\n Kuit da lakaat an embregerezhio\u00f9 diaes a-fet te\u00f1zorierezh eo bet ampellet ar restaolio\u00f9 d\u2019ar Rannvro. <\/p>\n\n\n\n Gouestla\u00f1 a ra ar Rannvro delc\u2019her gant ar servij e-pad ar bandemiezh ha delc\u2019her gant an obererezh adal ma vo ordinal stad an trao\u00f9 adarre. Ar pal eo delc\u2019her gant un dremeniri THR, etrek\u00earel hag evit ar skolio\u00f9, hag a gloto gant an ezhommo\u00f9. <\/p>\n\n\n\n Paouezet ez eus bet a-daol-trumm gant an deskadurezh micherel hag efedo\u00f9 fall a zeu da-heul evit an dud a denn splet eus se, rak-se e fell da zilennidi ar Rannvro divec\u2019hia\u00f1 an dud-se. Se zo kaoz e talc\u2019her da rei\u00f1 ar skoazello\u00f9. <\/p>\n\n\n\n Peogwir ne c\u2019haller ket, er blegenn m\u2019emaomp, kas ar c\u2019hevrato\u00f9 publik da benn en un doare reizh, ne fell ket d\u2019ar Rannvro lakaat an trao\u00f9 da veza\u00f1 diaesoc\u2019h c\u2019hoazh evit an obererien hag a rank tala\u00f1 ouzh diaezamanto\u00f9 ha n\u2019int ket mestr warno. <\/p>\n\n\n\n\n\n
Skoazella\u00f1 bed ar c\u2019hevredigezhio\u00f9, ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh<\/strong> <\/h2>\n\n\n\n
Skoazella\u00f1 obero\u00f9 an embregerezhio\u00f9<\/strong> <\/h2>\n\n\n\n
Diarbenno\u00f9 digoll evit an embregerezhio\u00f9<\/strong> <\/h2>\n\n\n\n
Gouestlo\u00f9 a-fet treuzdougen<\/strong> <\/h2>\n\n\n\n
Stumma\u00f1 micherel<\/strong><\/h2>\n\n\n\n
Marc\u2019hado\u00f9 publik<\/strong> <\/h2>\n\n\n\n