{"id":68877,"date":"2021-01-15T11:41:06","date_gmt":"2021-01-15T10:41:06","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=68877"},"modified":"2024-06-26T10:27:29","modified_gmt":"2024-06-26T08:27:29","slug":"taoliou-kaer-breizh-e-2020","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/taoliou-kaer-breizh-e-2020\/","title":{"rendered":"Taolio\u00f9-kaer Breizh e 2020"},"content":{"rendered":"
\n Abaoe 2014 ez eus eus Taolio\u00f9-kaer Breizh evit enori\u00f1 ar Bretonezed hag ar Vretoned o deus merket ar rannvro dre o obero\u00f9 war veur a dachenn. Grit anaoudegezh gant loreidi ar bloaz-ma\u00f1 !<\/p>\n\n Sevenadur, diorren padus, obero\u00f9 keodedel, touristerezh, ekonomiezh\u2026 Er bloaz-ma\u00f1 e oa 9 rummad<\/strong> evit al lid-se na oa bet dalc\u2019het nemet enlinenn abalamour d\u2019ar reolenno\u00f9 a dalvez a-fet yec\u2019hed.<\/p>\n\n\n\n E 2020 e oa ar Rannvro maeronez Taol-kaer an Touristerezh<\/strong> bet roet da La\u00ebtitia Anger, savet ganti Archi-Kurieux, a g<\/strong>innig gweladenno\u00f9 dudius evit ober anaoudegezh gant ar glad e su Penn-ar-Bed en ur mod digustum (titour dindan embargo).<\/p>\n\n\n\n Taol-kaer an Embregerezh Kannadez Breizh : Famil\u00e9o (Sant-Malo\u00f9-35)<\/strong> Taol-kaer an Embregerezh : Nous, anti-gaspi (Meled-35)<\/strong> Taol-kaer Kroui\u00f1 un Embregerezh : MaPui (Saozon-Sevigneg-35)<\/strong> Taol-kaer an Embregerezh Nevezus\u00a0: Medaviz (Gwened-56)<\/strong> Taol-kaer an Ober Keodedel : ar Gevredigezh Posta\u00f1 e Kreiz-Breizh (Rostrenenn-22)<\/strong> Taol-kaer an Ober Publik : Kevelouri ar Masklo\u00f9 (Gras-22)<\/strong> Taol-kaer an Touristerezh : Les Archi Kurieux (Kemper-29)<\/strong> Taol-kaer an Diorren Padus : Grain de Sail (Montroulez-29)<\/strong> Taol-kaer Douar & Mor : Panerad ar mor (Ploneour-Lanwern)<\/strong> Taol-kaer a enor e bed ar sport : Eug\u00e9nie Le Sommer (mell-droad)<\/strong> Taol-kaer a enor e bed an arz hag ar sevenadur\u00a0: Fran\u00e7oise Livinec evit Skol ar Merc\u2019hed en Uhelgoad (29)<\/strong><\/p>\n\n\n\n Taol-kaer Dibar ar juri : Sermeta (Montroulez-29)<\/strong>\n\n <\/div>\n<\/figure>\n\n\n
Loreidi Taolio\u00f9-kaer Breizh e 2020\u00a0:<\/h2>\n\n\n\n
Famileo zo ur \u00ab\u2009 rouedad familh sokial \u2009\u00bb, da holl izili ur familh da c\u2019hallout kas kemennadenno\u00f9 ha skeudenno\u00f9 an eil d\u2019egile en un doare elektronek, hag a vo kempennet goude-se e stumm un deizlevr paper kaset d\u2019an dud-kozh, pe e vefent er g\u00ear pe en un ti retredidi.<\/p>\n\n\n\n
Stourm a ra ar rouedad-ma\u00f1 enep ar c\u2019houfoni\u00f1 boued o tasparzha\u00f1 produio\u00f9 taolet gant ar stalio\u00f9 bras (tost ouzh an deiziad termen, pakata sius, ne glotont ket gant ar patromo\u00f9 boas).<\/p>\n\n\n\n
Un embregerezh yaouank eo, krouet e 2016, hag zo savet ganti ur savenn d\u2019an apotikerezhio\u00f9 da lakaat boutin o zitouro\u00f9 hag o ezhommo\u00f9, bep ma vezont anavezet, kuit dezho da veza\u00f1 e diouer a louzo\u00f9 zo, dreist-holl ar re a vez ezhomm da pourchas prim.<\/p>\n\n\n\n
Gant ur c\u2019hinnig servijo\u00f9 klok war dachenn ar pellguzuliadenno\u00f9 mezegel ema\u00f1 an embregerezh-se eus Gwened er penn a-raok war marc\u2019had ar CPTS (kumuniezho\u00f9 micherel tiriadel ar yec\u2019hed a zo krog da zont war wel da-ge\u00f1ver ar raktres broadel \u00ab\u00a0\u2009Ma sant\u00e9 2022\u00a0\u00bb.<\/p>\n\n\n\n
255 a implijo\u00f9 krouet a-drugarez d\u2019ar gevredigezh-ma\u00f1 ! Ema\u00f1 e-sell da lakaat kroui\u00f1 250 a implijo\u00f9 nevez c\u2019hoazh ac\u2019hann da 2022.<\/p>\n\n\n\n
Ema\u00f1 al labouradeg-ma\u00f1 evit farda\u00f1 masklo\u00f9 da warezi\u00f1 an anala\u00f1 o vont da gregi\u00f1 ganti : pemp implij warn-ugent da genta\u00f1, un daou-ugent bennak a zlefe beza\u00f1 a-raok an ha\u00f1v, evit produi\u00f1 war-dro 400 tonenn danvez ar bloaz hag a vo implijet evit farda\u00f1 etre 30 ha 40 milion a vasklo\u00f9 dreist-holl.<\/p>\n\n\n\n
a ginnig anaout ar glad lec\u2019hel en un doare dudius : c\u2019hoari klask ar roudenn pe rallio\u00f9 luc\u2019hskeudenni\u00f1.<\/p>\n\n\n\n
Produi\u00f1 a ra an embregerezh-ma\u00f1 kafe ha chokolad, e-barzh ar vro ha gant implijo\u00f9 er vro (un hanter-kant bennak a dud, en o mesk war-dro ugent den nammet), gant danvezio\u00f9 degaset dre vor evit teuler an nebeuta\u00f1 ar gwella\u00f1 a garbon.<\/p>\n\n\n\n
Savet eo bet ar c\u2019hevredad kevredigezhio\u00f9 Panerado\u00f9 ar Mor e Ploneour-Lanwern (29) evit dastum ar pesked fresk n\u2019int ket bet gwerzhet er c\u2019hoc\u2019huio\u00f9, lakaat prienti\u00f1 anezho gant pemp chanter kenempra\u00f1 e Sant Wennole, an Oriant, Sant-Malo\u00f9, F\u00e9camp ha Boulogne-sur-Mer, ha goude-se dasparzha\u00f1 anezho etre ar c\u2019hevredigezhio\u00f9 da skoazella\u00f1 an dud da gavout boued e Fra\u00f1s a-bezh.<\/p>\n\n\n\n
Ha hi 31 bloaz, setu a-benn ar fin m\u2019eo enoret Eug\u00e9nie Le Sommer, ar c\u2019hoarierez mell-droad eus an Olympique lyonnais hag a-orin eus ar Mor-Bihan.<\/p>\n\n\n\n
An embregerezh Sermeta eus Montroulez, savet e 1993 gant Joseph le Mer, zo er penn a-raok er bed hiziv an deiz evit an eskemmerio\u00f9 termek inoks. Ar stal vrasa\u00f1 eo e bro Montroulez e-ke\u00f1ver niver an implijidi.<\/p>\n\n\n\n