{"id":82904,"date":"2021-11-16T12:42:10","date_gmt":"2021-11-16T11:42:10","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=82904"},"modified":"2024-06-26T10:26:14","modified_gmt":"2024-06-26T08:26:14","slug":"ul-lechienn-web-nevez-evit-gwellaat-perzhiou-energetek-ho-lojeiz","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/ul-lechienn-web-nevez-evit-gwellaat-perzhiou-energetek-ho-lojeiz\/","title":{"rendered":"Ul lec\u2019hienn web nevez evit gwellaat perzhio\u00f9 energetek ho lojeiz !"},"content":{"rendered":"
\n R\u00e9nov\u2019Habitat Bretagne eo ar servij publik evit perzhio\u00f9 energetek al lojeiz e Breizh. Gouzout a raec\u2019h kement-ma\u00f1 ? E rouedad kuzulierien ha kuzulierezed a zegas kuzulio\u00f9 digoust deoc\u2019h pa vezit e-sell da nevesaat an energiezh en ho lojeiz ha sikour a ra ac\u2019hanoc\u2019h da gavout penn d\u2019an trao\u00f9 e-mesk ar skoazello\u00f9. Kement ho po ezhomm da c\u2019houzout a gaver en e lec\u2019hienn nevez !<\/p>\n\n\n Difui\u00f1 an doenn, che\u00f1ch ar prenestro\u00f9, nevesaat an tommerezh, ober labourio\u00f9 war an tredan, stalia\u00f1 aveadurio\u00f9 hag a ya en-dro gant energiezhio\u00f9 nevezadus\u2026\u00a0: kalz a energiezh a vez dispignet evit ho ranndi pe evit ho ti ha fellout a ra deoc\u2019h nevesaat anezha\u00f1, klask a rit ober kentoc\u2019h gant eko-danvezio\u00f9 hag energiezhio\u00f9 nevezadus en ho lojeiz\u2026 Ar pezh zo, n\u2019ouzit ket penaos kregi\u00f1 ganti pe poan ho pez o kavout ho hent e-mesk ar skoazello\u00f9 arc\u2019hant\u00a0? Gallout a rit beza\u00f1 sikouret diouzh hoc\u2019h ezhommo\u00f9 hag en ur mod digoust evit kas ho labourio\u00f9 nevesaat da benn. He\u00f1chet e vezit gant kuzulierien ha kuzulierezed arbennik er rouedad R\u00e9nov\u2019Habitat Bretagne<\/a> hed-ha-hed ho labourio\u00f9, adalek studia\u00f1 an ezhommo\u00f9 betek sellet ouzh stad an trao\u00f9 war-lerc\u2019h al labourio\u00f9.<\/p>\n\n\n\n Kavout ur c\u2019huzulier pe ur guzulierez e-kichen du-se, dibab tud a vicher ampart, mestronia\u00f1 ar frapado\u00f9 dishe\u00f1vel a vo gant al labourio\u00f9\u2026\u00a0: e lec\u2019hienn nevez R\u00e9nov\u2019Habitat Bretagne<\/a> e vo kavet ganeoc\u2019h an holl ditouro\u00f9 talvoudus evit beza\u00f1 he\u00f1chet hed-ha-hed ho raktres\u00a0!<\/p>\n\n\n\n\n
Kement a zo ezhomm da c\u2019houzout el lec\u2019hienn web nevez<\/h2>\n\n\n\n