{"id":95477,"date":"2022-03-22T15:27:00","date_gmt":"2022-03-22T14:27:00","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=95477"},"modified":"2024-06-26T10:25:32","modified_gmt":"2024-06-26T08:25:32","slug":"970-milion-a-euroiou-postet-evit-breizh","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/970-milion-a-euroiou-postet-evit-breizh\/","title":{"rendered":"970 milion a euroio\u00f9 postet evit Breizh"},"content":{"rendered":"
\n D\u2019ar Meurzh 15 a viz Meurzh, e Roazhon, e oa bet sinet ar gevrat steu\u00f1v Stad-Rannvro (KSSR) 2021-2027 gant Emmanuel Berthier, Prefed evit Rannvro Breizh, ha Lo\u00efg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh, dirak ar C\u2019henta\u00f1 ministr, Jean Castex. <\/p>\n\n\n Savet eo bet ar gevrat-ma\u00f1 diwar ur c\u2019henlabour etre ar Stad hag ar Rannvro hag asambles gant ar strollegezhio\u00f9 a zo e-barzh Kuzuliadeg tiriadel an obererezh publik (KTOP), ha goulennet ez eus bet gant an dud rei\u00f1 o ali. Ganti e lakaer tremen 970 milion a euroio\u00f9 evit Breizh e-kerzh 6 vloaz evit 5 dalc\u2019h boutin.<\/p>\n\n\n\n Gant ar gevrat steu\u00f1v Stad-Rannvro nevez lakaet e pleustr e kroger gant un engouestl hag ur striv boutin e-ke\u00f1ver an arc\u2019hant a-berzh ar Stad (48%) hag ar Rannvro (52%) evit ar chanterio\u00f9 da veza\u00f1 kaset da benn da genta\u00f1-penn\u00a0: Perzhio\u00f9 Breizh liammet ouzh ar mor<\/strong> anavezet ha kadarnaet gant un engouestl kre\u00f1v a-berzh ar Stad hag ar Rannvro.<\/p>\n\n\n\n Ur budjed diazez a-ratozh<\/strong> merket er gevrat etre ar Stad hag ar Rannvro, hag a sav da 970 milion a euroio\u00f9<\/strong>, evit kreski\u00f1 ar sammado\u00f9 arc\u2019hant publik a vo postet evit ar maread-se.<\/p>\n\n\n\n E-touez an trao\u00f9 d\u2019ober war o zro da genta\u00f1\u00a0:<\/strong><\/p>\n\n\n\n Dalc\u2019het e vo gant al lodenn fi\u00f1vusted e KSSR 2015-2020 e-pad daou vloaz c\u2019hoazh (115 milion a euroio\u00f9 a vo lakaet betek 2023), abalamour da gas an holl obero\u00f9 a oa programmet betek penn. E-kerzh ar mare tremen-se e vo gallet ivez prienti\u00f1 an amzer-da-zont gant ul lodenn war ar fi\u00f1vusted liesvodel ; evit al lodenn-se e vrasjeder e vo ezhomm 1 miliard a euroio\u00f9 evit ar c\u2019houlzad 2023-2027 (hep konta\u00f1 ar pezh a sell ouzh ar porzhio\u00f9).\n
Un engouestl a-stroll adnevezet<\/h2>\n\n\n\n
5 dalc\u2019h penna\u00f1 evit Breizh<\/strong> <\/strong><\/p>\n\n\n\nUl lodenn evit ar fi\u00f1vusted<\/h2>\n\n\n\n
Diwar vrema\u00f1 ec\u2019h embanner, gant KSSR nevez, eo ret :<\/p>\n\n\n\n